Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Banjul

Eus Wikipedia
Ar voskeenn e-kreiz Banjul

Banjul (anvet gwechall Bathurst) eo kêr-benn Gambia, gant 34.828 a annezidi (e 2003). An trede kêr vrasañ eo e Gambia goude Serrekunda ha Brikama. Emañ Banjul war bord ar Meurvor Atlantel, en aber ar stêr Gambia.

Banjul a voe savet e 1816, evit ar c'henwerzh hag an arme, pa oa ar Rouantelezh Unanet o klask lakaat urzh e kenwerzh ar sklaved. Anvet e oa Bathurst betek 1973, e koun Henry Bathurst, a oa bet gwechall oc'h ober war-dro an drevadenn saoz.

Banjul zo ur porzh-mor a bouez evit Gambia : drezañ e vez ezporzhiet an arachidez gounezet er vro.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.