Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Arromanches-les-Bains

Eus Wikipedia

Kumunioù Frañs
Anv Arromanches-les-Bains
Skoed
Lec'hiadur Arromanches-les-Bains en Arondisamant Bayeux
Riez Frañs Frañs
Rannvro Normandi
Departamant Calvados
Bro hengounel
Arondisamant Bayeux
Etrekumuniezh Communauté de communes de Bessin, Seulles et Mer
Kanton Courseulles-sur-Mer
Kod INSEE 14021
Kod post 14117
Maer Patrick Jardin
Amzer-gefridi 2008-2014
Gorread 13,7 km²
Led 49° 20' 24" Norzh
Hed 00° 37' 16" Kornôg
Uhelder kreiz .. m
Uhelder bihanañ 0 m
Uhelder brasañ 55 m
Poblañs hep kontoù doubl 602 (2006)
Stankter 44 a./km²
Lec'hienn ar gumun arromanches.com

Arromanches-les-Bains, pe Arromanches hep mui evel gwechall, zo ur gumun e Normandi, war aod Mor Breizh. Adanvet e oa bet "Arromanches-les-Bains" abalamour m'emañ war an aod hag e oa aesoc'h sachañ touristed evel-se.

An aod en Arromanches

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eil brezel-bed, Even 1944: Arromanches a zo tost-tre eus tachenn dilestrañ Gold Beach. Brudet eo an emgann a voe eno d'ar 6, hag ar porzh artifisiel a voe savet dirak an aod. Dieubet e voe ar gumun en deiz-se da 6 eur 30 d'enderv gant an Hampshire Regiment ha tankoù deut eus Saint-Côme-de-Fresné[1],[2]. Mervel a reas eizh den nann-soudard en Arromanches e 1944, pevar anezhe a voe lazhet d'ar 6 a viz Even 1944 e-pad an Dilestradeg[3].

Ar porzh Mulberry


Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz katolik Sant Pêr[4].
  • Er-maez dezhi emañ ar roc'h, pe reier, anvet le Rocher du Calvados, pe les Rochers du Calvados. Alese e teu anv an departamant Calvados.

Emdroadur ar boblañs 1962-2006

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Yves Lecouturier, Les plages du débarquement, pajennoù 48 ha 49, Embannadurioù Ouest-France, Roazhon, 1999
  2. Normandie 44 - la Mémoire
  3. Mémorial des victimes civiles en Normandie
  4. Clochers de France

Arromanches