Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Alfred Dreyfus

Eus Wikipedia
Alfred Dreyfus


Alfred Dreyfus (Mulhouse, 9 a viz Here 1859 - Pariz, 12 a viz Gouere 1935) a oa un ofiser gall yuzev a orin eus Elzas. Tamallet ha kondaonet evit trubardiezh e oa digastizet, ha didamallet. En em gavout a reas e-kreiz un enebiezh sokial ha politikel eus ar re bouezusañ eus an III Republik, anvet an Afer Dreyfus.

D’an 21 a viz C’hwevrer 1895, voe lakaet Alfred Dreyfus e bourzh ar vag Ville-de-Saint-Nazaire, ha dilestret war enezenn-Royale e Guyanna d’an 8 a viz Meurzh.

Diaes kenañ oa e c’honditionoù bac’hadur : noz ha deiz e veze evezhiet gant skipailhoù gwarded, a cheñche bep div eurvezh. Berzet oa dezhañ komz ouzh ar warded a oa e-tal dezhañ, ha n'hellent ket komz outañ kennebeud-all. Bevennet oa e frankiz bale a-vec'h da 200 metrad endro d’an toull-bac’h, en ur gambr 4 x 4 m ma veve. Difennet e oa ouzh e wreg dont da adkavout anezhañ, kontrol d’al lezennoù 1872 ha 1873. An hin drovanel a oa skuizhus a-walc’h dezhañ, tommder, toufor, sec’hor, gant korventennoù glav a bep eil. Stagañ a reas da skrivañ e emvuhezskrid a zeiz da zeiz, adalek ar 14 a viz Ebrel 1895 hogen ehanet e voe d’an 10 a viz Gwengolo 1896, ken brevet ha divi ma oa a gorf hag a ene.

E miz Gwengolo 1896, e voe skignet war e zivoud falskeleier er mediaoù saoz, o lâret e oa deuet a-benn Dreyfus da dec’hout kuit, intrudu broudet gant e vreur Mathieu Dreyfus, evit ma ne vefe ket ankouezhet e anv gant an dud. Adtapet e voe ar c’helloù er mediaoù gall, ha nagennet an deiz war-lec’h. Ha neuze diwar urzh André Lebon, ministr an trevadennoù e voe startaet ar surentez, lakaat e voe sevel ur palisad doubl, tro-dro d’e garc’har hag ereet e gorf gant houarnaj, e-doug nozvezh ar 6 a viz Gwengolo 1896. Noz ha deiz e oa bac’het en e gaoued.  

Buan-tre yeas e yec’hed hag e spered war fallaat. Ar prizoniad Charles Benjamin Ullmo a voe lakaet da c’houde e karc’har Dreyfus, a gontas diwar e benn, e komze gant renkined hag e tegoueze dezho tostaat outañ. Gant drammoù e kouske, a oa bet gourc'hemennet gant mezeg an enez. Boaz oa da skrivañ ha da reiñ kelloù d’e wreg, d’e vreur, da general ar Boisdeffre, chef état-major al lu gall, da brezidant ar republik, ha keit-se e veze sellet pizh ouzh e holl eskemmoù gant ar velestradurezh c'hall. Ingal en e lizheroù e tifenne Dreyfuss e ennor, o youc’hal d’ar bed holl e oa digablus anezhañ, ha dreist-holl o c’houlenn ma vefe digoret en-dro an enklask, digondaonet ha dieubet. Erruout a rae e lizheroù dezhañ gant daou viz dale, dezhañ e oa bet kuzhet lizheroù zo a-berzh e wreg ha graet o doa kemendal gant e re dezhañ. Adalek miz Meurzh 1897 e voent adkopiet, gant « un dorn boutin » eus ar velestradurzezh. En e gaieroù e voe kavet skrivet alies anv e wreg ha lunioù geometriezh. Pell e veze dalc’het diouzh araokadurioù e zoser, ne glaskas koulskoude morse terc’hout ha morse ne c’hoarvezas dezhañ skeiñ gant ur gward.

Prosez

Ur wech distroet Dreyfus war ar c'hevandir, e voe hejet salliad al lezh-varn a-bezh gant ur meskaj a spont hag a gendruez, abalamour da emdroadur e neuz deuet da vezañ treut ha stegnet ! Gant an niver a gomzoù bet skrivet er c’hazetennoù war e chouk, e yae war raok gant ur paz mibin ha dillo. D'ar gouloù e voe degaset, un denig paour e truilhoù. Un voulen a gig bev, bet kaset ha digaset e-kreizig c’hoari tabutoù ar mare istorel, etre ar re evit-Dreyfus hag ar c'hamp a-enep.

D’an 9 a viz Gwengolo, e voe barnet adarre evit « treitouriezh », ar wech-mañ gant degouezhioù "skañvausoc’h", ha setu hemañ adkondaonet eta da 6 vloaz bac’hadur. Diwar ali e alvokaded, e sinas un azgalv mont e kasasioun. Abalamour da stad fall ha divi e yec’hed e oa enkrezet ul lodenn eus e harperien, ma vefe adkaset d’an toull. Goude un tabut rust, e voe disrannet skipailh begenn an dreyfusarded (Clemenceau, Jaurès, Millerand…), hag e teuas a-benn e vreur da gendrec’hiñ anezhañ, chom hep mont e kasasion ha neuze sinañ ar gwir, da vezañ graset. D’an 19 a viz Gwengolo 1899, e voe graset gant prezidant ar Republik. Koulskoude ne oa ket echu ar stourm evit ma vefe torret e gablusted. Evel-henn e voe torret e statud a verzher.

Ne oa ket peuzlaouen ar re o doa difennet start anezhañ (Labori, Picquart, Clemenceau), gant an trec’h. Evito en doa Dreyfus treitouret anezho en o stourm a justis, en ur sinañ gant gouarnamant Pierre Waldeck-Rousseau, ha d’o veno n’en doa ket anaoudegezh a-walc’h evit ar re a oa en emouestlet evitañ.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]