Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Albrecht von Wallenstein

Eus Wikipedia
Poltred Albrecht von Wallenstein, diwar ul livadur gant Anthonis van Dyck.

Albrecht Wenzel Eusebius von Wallenstein, pe Albrecht Václav Eusebius z Valdštejna e tchekeg, ganet e 1583 ha marvet e 1634, a oa dug Friedland hag ur jeneral bohemian e penn un arme vras, etre 30,000 ha 100,000 den, hag en devoa lakaet e servij an Impalaer santel katolik Ferdinand II e-pad ar Brezel Tregont Vloaz (1618–1648). E penn armeoù an impalaer e oa pa voe drouklazhet e deizioù diwezhañ miz C'hwevrer 1634.

Ganet e oa Wallenstein d'ar 24 a viz Gwengolo 1583 en Heřmanice, e Bohemia, en un tiegezh protestant paour, skourr eus an tiegezh Waldstein (Wallenstein, Valdštejn) a oa perc'henn da gastell Heřmanice ha da seizh kêriadenn war-dro. E vamm, Markéta, a varvas pa oa dek vloaz he mabig, e 1593, hag e dad Wilhelm (Vilém) daou vloaz goude, e 1595. E dad a gomze alamaneg outañ, hag e vamm tchekeg. Se zo kaoz e komze gwelloc'h tchekeg pa oa bugel. Goude marv e dud ez eas da vevañ da di e eontr Jindřich Slavata, ezel eus Unvaniezh Breudeur Bohemia, ha gantañ e chomas daou vloaz, o heuliañ e skouer relijiel. Kaset e voe Wallenstein d’ur skol Protestant-Latin e Goldberg, Silesia ma yeas war raok gant an alamaneg, en tu-hont da se e kendalc’has heuliañ kentelioù e tchekeg. E 1599 ez eas da skol-veur protestan en Altdorf, e-kichen Nuremberg, ma voe alies o kemer perzh en emgannioù kleze, dre-se e voe toul-bac’het. Skein a reaas kement war e floc’h, ma rankas paeañ ur wiskamant nevez dezhañ evit en em zigoll.

Beajiñ a reas dre Europa, dre Frañs hag Italia, ma studias e Bolognia ha Padua. D’ar c’houlz-se e oa barrek da gomz alamaneg, tchekeg, latin hag italian, gallout a rae kompren ar spagnoleg ha drailhañ un nebeudig a c’halleg. Emzellañ a reas en arme an impalaer Hungaria, Rudolf II, a rae brezel ouzh an durked hag ar rebeled hungarian.E skol veur Olomouc e studias e 1606 gant Jezuited, d’ar mare-se ec’h emdroas d’ar gredenn gatolik. Ar bolitikerezh  enep-adreizhan kaset da benn gant an Habsburged a verze d’ar brotestanted da vezañ anvet da giriegezhioù uhelloc’h e Bohemia hag e Moravia

Gant Lucretia of Víckov eus Tchekia e timezas, a oa perc’henn war kêrioù  Vsetín, Lukov, Rymice ha Všetuly/Holešov (holl e reter Moravia). Mervel a reas he nebeut amzer goude e 1614, diwar-se e pakas ur pezh-mell hêrezh. Gant an hêrezh-mañ e c’hellas urzhiañ 200 marc’h, evit arc’hduk Ferdinand a Styriaen e vrezele e Venezia e 1617. Addimezhin a reas gant Isabella Katharina e 1623, merc’h d’ar c’hont Karl von Harrach. A-drugarez d’an daou eured-se e voe graet anezhañ unan eus pinvidikañ denvad, e rouantelez bohemian.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.