Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

AA 52

Eus Wikipedia
Arme Automatique Transformable Modèle 52
Skeudenn ar pennad AA 52

Ur vindrailherez AA 52 montet war ur c'harr eus an arme c'hall.
Kinnig
Bro Frañs Frañs
Mont en-dro Fuzuilh-vindrailher ha mindrailherez (hervez ar stumm) aotomatek
Munisionoù 7,5 × 54 mm 1929C
7,62 × 51 mm NATO
Produerien Manufacture d'Armes de Saint-Étienne
Manufacture d'Armes de Châtellerault
Mare implij 1952 – 2008 (en arme c'hall)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 9,750 kg (stumm FM), 10,500 kg (stumm MIT)
Hirder 980-1150 mm (stumm FM), 1.080-1.245 mm (stumm MIT)
Hirder ar c'hanol 500 mm (stumm FM), 600 mm (stumm MIT)
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 800 m (stumm FM), 1.200 m (stumm MIT)
Endalc'h Bandennadoù 50 kartouchenn (stumm FM), 200 kartouchenn (stumm MIT)

An AA 52, anvet ivez AAT 52, AANF1 pe diouzh hec'h anv ofisiel e galleg Arme Automatique Transformable Modèle 52, zo ur vindrailherez ha fuzuilh-vindrailher c'hall lakaet e servij e 1952 en arme Bro-C'hall ha kambret da gentañ e 7,5 × 54 mm 1929C.[1]

Ar fuzuilhoù-mindraiher implijet gant an arme c'hall e deroù an Eil Brezel-bed e oa ar MAC 24/29. Goude ar brezel e oa dizunvan an armoù implijet, ar mindrailherezioù ha fuzuilhoù-mindrailher en o zouez : lod tapet e stokoù an arme alaman (MG 42), lod bet digant Stadoù-Unanet Amerika hag ar Rouantelezh-Unanet.[1]

En diskar-amzer 1944 e voe goulennet gant an uzinoù armoù Stad ijinañ patromoù nevez a-benn pourvezañ an arme c'hall a oa o vezañ adsavet. Ur patrom fuzuilh-vindrailher savet gant uzin armoù Châtellerault a voe dibabet hag anvet AA Mle 52. Kambret e oa evit kartouchennoù gall 7,5 × 54 mm 1929C implijet dija en armoù zo a-raok ar brezel (MAS-36 ha MAC 24/29 da skouer).

Daou stumm nes a voe savet eus an AA 52 : unan FM (fuzuilh-vindrailher), skañvoc'h, berroc'h ha dezhañ un daoubez, hag unan all MIT (mindrailherez) pounneroc'h ha montet war ar memes trebez hag ar mindrailherezioù stadunanat Browning M2. E dibenn ar bloavezhioù 1960 e voe savet un adstumm kambret e 7,62 × 51 mm NATO [1]. Chom a reas an AA 52 e servij en arme c'hall betek 2008 a-raok ma voe kemeret o flas gant ar mindrailherezioù belgiat FN MAG.[2]

Implij war garbedoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En arme c'hall e vez implijet an AA 52 war an tankoù Leclerc hag ar VBL. Implijet eo bet war veur a garbed en amzer dremenet evel ar rummad AMX, an ERC-90 Sagaie, an EBG, ar Panhard AML 60 ha 90, ar Panhard M3 VTT, ar Peugeot P4, ar VAB pe ar VLRA. Montet e voe ivez an AA 52 war girri-nij brezel Fouga CM-170 Magister.

Implijerien ofisiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) BREUVART Pierre, La mitrailleuse AA Mle 52 (div lodenn) er c'helaouennoù Cibles n°643 (miz Genver 2024) ha Cibles n°644 (miz C'hwevrer 2024)
  2. (fr) GUISNEL Jean, L'armée française fait ses emplettes en Belgique, war Le Point, 18/11/2011 (lennet d'an 03/02/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan