Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Carol Iañ

Eus Wikipedia
Carol I, roue Roumania

Carol I (20 Ebrel 183910 Here 1914), priñs Hohenzollern-Sigmaringen, a voe e penn Roumania etre 1866 ha 1914. Dilennet e voe da briñs (Domnitor) Priñselezhioù Unanet Moldavia ha Valakia d'an 20 a viz Ebrel 1866, goude diskar ar priñs Alexandru Ioan Cuza.

Pa darzhas ar brezel etre Rusia ha Turkia (1877-1878), e roas Carol skoaz da Impalaeriezh Rusia hag embannet e voe dizalc'hted Roumania, a gemeras lec'h Priñselezhioù Unanet Moldavia ha Valakia, d'an 9 a viz Mae 1877. Diwezhatoc'h en em anvas Carol da roue Roumania, d'ar 26 a viz Meurzh 1881. Gant skoazell an impalaer gall Napoleon III e pignas ar priñs Carol war an tron, daoust da enebiezh an Impalaeriezh Otoman ha da zisfiz Impalaeriezh Aostria-Hungaria hag Impalaeriezh Rusia. Roue kentañ ar vro e oa, hag an hini kentañ eus un tiegezh hag a oa da ren betek 1947, pa zeuas Roumania da vezañ ur republik.

Gantañ e voe renet arme Roumania e-pad ar Brezel etre Turkia ha Rusia ha gantañ e voe renet ar soudarded eus an arme rouman ha rusian e-pad seziz Plevna. Gant feur-emglev Berlin, goude trec'h Rusia war an Impalaeriezh Otoman, e 1878, e voe anavezet da vat dizalc'hted Roumania.

Dindan ren Carol I e voe frankiz a-walc'h e Roumania ha tamm-ha-tamm e voe savet ur stad stabil.

Dimeziñ a reas Carol d'ur briñsez alaman, Elisabeth Wied, d'ar 15 a viz Du 1869. Ur verc'h o devoe, Maria, hag a varvas da dri bloaz hanter. Carol n'en devoe bugel all ebet, ar pezh a dalveze e oa e vreur Leopold a oa da gaout ar gurunenn war e lerc'h. Met e 1880 e voe dilezet e wir gant Leopold. Mab henañ Leopold, ar priñs Wilhelm a zilezas e wir d'ar gurunenn ivez e 1886, ha neuze en em gavas an hêrezh gant an eil mab, Ferdinant, a zeuas da vezañ roue goude marv Carol I.