Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Santez-Anna-Wened

Eus Wikipedia
Santez-Anna-Wened
Ar maerdi.
Ar maerdi.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Sainte-Anne-d'Auray
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant an Oriant
Kanton an Alre
Kod kumun 56263
Kod post 56400
Maer
Amzer gefridi
Roland Gastine
2014-2026
Etrekumuniezh An Alre Kiberen Douar Atlantel
Bro velestradurel Bro an Alre
Lec'hienn Web (fr)lec'hienn ofisiel Santez-Anna-Wened
Poblañsouriezh
Poblañs 2 802 ann. (2020)[1]
Stankter 405 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 42′ 15″ Norzh
2° 57′ 10″ Kornôg
/ 47.7041666667, -2.95277777778
Uhelderioù kreiz-kêr : 34 m
bihanañ 36 m — brasañ 57 m
Gorread 6,91 km²
Lec'hiañ ar gêr
Santez-Anna-Wened

Ur gumun eus Breizh e kanton an Alre eo Santez-Anna-Wened e departamant ar Mor-Bihan. Brudet eo evit ar birc'hirinded a sachet dek miliadoù a dud bep bloaz evit lidoù en enor da santez Anna, patronez Vreizh hervez ar gatoliked.

  • Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1994.
  • E distro-skol 2023 e oa 30 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].

XVIIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
  • E-barzh parrez Plunered e oa douaroù ar gumun e penn ar XVIIvet hag en ur geriadenn anvet Ker-Anna e veve ur c'houer, Iwan Nikolazig. Hemañ ne oa ket eus ar re baour pa oa perc'henn war un nebeud parkoù. E 1623 en doa lavaret bout gwelet ur vaouez o kas bannoù lufrus hag o delc'her ur piled-koar. Hervezañ, d'ar 25vet a viz Gouere 1624 e teu dezhañ ar vaouez evit e lavaret : N'ho peus ket aon, me zo Ann, mamm Mari ! Lavarit d'ho person ez eus bet,er park ar Bossennoù, ur chapel dindan ma anv, an hini gentañ er vro. Nav c'hant pevar warn'ugent ha c'hwec'h miz'zo ha Fell a ra din ma vo adsavet... Ne oe ket kendrec'het ar person betek an deiz e 1625 ma va konduet gant ur piled-koar ur strollad tud betek al lec'h m'eo bet kavet un delwenn gozh Santez Anna graet e prenn. Goude ur prosez e oe kendrec'het eskop Gwened hag e oe savet ur chapel e 1628. Fiziet e oe meradur kef ar pirc'hirinded d'ar Garmezidi a savjont ur manati bras.

Er bloaz-mañ e embannas Anna a Aostria, rouanez Bro-C'hall e gouestle ganedigezh ur mab da santez Anna, he maeronez. Berzh bras en deus graet ar pirc'hirinded hag e oe savet ur renabl, "al Levr aour" evit enrollañ ar burzhudoù dindan kontroll an Iliz.

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Goude ar brezel e voe savet ur monumant ma voe skrivet, a-hervez, anvioù an holl Vretoned, eus ar pemp departamant, lazhet er brezel[3]. N'eus nemet 8 106 anv hepken e gwirionez, gant un nebeud anezhe bet marvet e brezelioù all[4].
  • Staliet e voe ul lazaret (ospital) gant al lu alaman er "Maison Sainte-Marie".
  • 4 ha 5 a viz Eost 1944: d'ar Gwener 4, diouzh an noz, e c'houlenn ur c'homandant "FFI" kodianañ Alamaned al lazaret; ar veleion Joseph Le Barh ha Louis Allanic a ro e lizher d' an Alamaned; tennoù e-pad an noz. Tro 3 eur beure e teu ur steudad-kirri alaman evit dilezel al lazaret; diouzh beure e teu ur steudad-kirri arall evit kastizañ tud ar gêriadenn: ugent anezhe a zo serret hag an daou veleg katolik a zo fuzuilhet ha tri annezad all a zo lazhet gant an Alamaned[5].

Darvoudoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Krouet e voe ar gumun d'an 23 a viz C'hwevrer 1950 diwar ul lodenn eus tiriad kumun Plunered[6].
  • D'an 20 a viz Gwenholon 1996 e teuas ar Pab Yann-Baol II da Santez-Anna.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sanktual katolik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Penn-iliz katolik Santez Anna (1862-1866).
  • Monumant ar vartoloded.
  • Monumant ar soudarded vreizhat marvet e-pad ar Brezel-bed kentañ.
  • Savadurioù ar manati kozh gant ur c'hloastr.
  • Scala sancta.
  • Delwenn Santez Anna ha Mari.
  • Feunteun ar burzhudoù.

Beredoù-meur milourel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Digoret e voe ur burev-dasparzhañ d'ar 1 a viz Genver 1867 ha roet an niverenn "4780" dezhañ[8].

Tud marvet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (br)Ofis Publik Ar Brezhoneg
  3. (fr)Infobretagne
  4. (fr)Memorialgenweb
  5. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 343
  6. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p.14
  7. (fr)Memorial Genweb
  8. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p. 366