Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Jos-Pêr ar Braz

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Plakenn koun e Brezhoneg e maissin (Belgia) gant Jos-Pêr ar Braz.

Jos-Pêr ar Braz (anv ofisiel : Joseph-Pierre Le Bras), lesanvet Dirlem, a oa bet unan eus ar stourmerien bolitikel gentañ o deus graet gant ar brezhoneg evit displegañ o mennozhioù politikel. Ganet e oa bet e Kerdevez, en Drev-Nevez e Bro-Leon,d'an 8 a viz Du 1889, ha lazhet e oa bet d'an 8 a viz Gwengolo 1915 e-pad Brezel 1914-1918, e Vienne-le-Château, e-kichen Bar-le-Duc (Marne)[1]


Degaset e voe Jos-Pêr ar Braz d'an Emsav gant Klaoda ar Prad skolaer e Landivizio, skrivagner ha brogarour. Evel skolaer en ur skol gristen e Landivizio e c'hounezas e vara adalek 1906. Dastum a reas sonioù ha gwerzioù e tolead Logeginer-Plouziri ken e voe loreet e kenstrivadeg ar Bleun-Brug e Kastell-Kêryann e 1907.
E 1914 e voe anvet diwar e c'houlenn da vestr-skol publik e Plougin.

Ar C'hentañ Brezel-bed

Enskrivet e Brest e 1914, en 48vet rejimant troadegiezh. Kaset e oa bet d'ar brezel diouzhtu hag e voe lazhet e-kichen Bar-le-Duc d'an 8 a viz Gwengolo 1915. Tizhet en doa ar renk a gaporal.

Bez ez eus ur blakenn-goun e Brezhoneg e Maissin (Belgia) gant Jos-Pêr ar Braz. Diskleriañ a ra:

"Ar prezeger gwella, hep mar, eo ar Maro

Rak e vouez a zo don! Selaou, den kalonek,
Laret a ra bezan Bretoned Karantek.
Keneil, demp alies da welet ar bezio

Jos-Pêr ar Braz (Dirlem) 1899-1915"

Bered soudardel Gall-Alaman Maissin gant plakenn koun Jos-Pêr ar Braz hag ur c'halvar eus ar 16vet kantved degaset adal An Treoù-Leon

Ar broadelour

Jos-Pêr ar Braz a gemeras perzh e savidigezh Strollad Broadelour Breiz ; skrivañ a reas ivez e-barzh kelaouenn ar Strollad, Breiz Dishual, dindan an anv-pluenn Yann Brezal. E-barzh kelaouennoù all ez embannas pennadoù brogar all, e Kroaz ar Vretoned dindan an anv-pluenn Dirlem hag e Brug dindan al lesanv Bruger.

Levrlennadurezh

Notennoù ha daveennoù