Fañch al Lae
Bez' ez eo Fañch-Mari al Lae, François-Marie Le Lay e galleg, ur romantour brezhonek brudet abalamour d'e levr Bilzig.
E vuhez
Ganet eo Fañch-Mari al Lae d'an 24 a viz Eost 1859 e Lokireg, ha marvet eo e Lokireg d'ar 25 a viz Mae 1937. Brudet eo abalamour d'ar barzhonegoù ha romantoù en deus savet.
Anvet e oa e vamm Mari Janed, Marie-Jeanne Kokin, hag e dad Yann-Vari Al Lae a oa martolod. Fañch-Mari Al Lae a zo kroget ivez gant ar vicher a vartolod da 12 vloaz. Dont a reas da vezañ evezhier skolaj a-raok dont da vezañ kelenner war an istor e lise Château-Gontier. E 1884 ez eas da gelenner da lise Pondivi.
E 1912 e voe doktorelaet war al lizhiri e Roazhon gant div zezenn e galleg « Histoire de la ville et communauté de Pontivy au XVIIIe siècle » ha « le paysan et la terre sous la seigneurie de Coatanfao, paroisse de Séglien au XVIIIe siècle ». Met, bez' en devo ur gwall gleñved ha na gendalc'ho ket gant e studioù skol-veur.
Neuze e krogas da skrivañ. Barzhonegoù a skrivas e galleg hag e brezhoneg (L'Hermine) eus 1895 da 1904. Kemer a reas e leve e 1924. Distreiñ a reas da vevañ war e leve d'e barrez c'henidik gant Lokiregiz, eus 1928 da 1936. Neuze e skrivas kalzik e galleg hag e brezhoneg, ha sevel a reas Bilzig a zo marteze ar romant gwellañ bet embannet e brezhoneg d'ar c'houlz-se ha sur unan eus ar re goantañ.
Barner a voe evit kenstrivadeg-skol ar brezhoneg prientet gant ar Goursez.
Mervel a reas e 1937 en ti e-lec'h ma voe ganet e Lokireg.
Mennozhioù
Gallout a reomp lavarout goude bezañ lennet BILZIG ganimp, e plij dezhañ an dialogoù. Bez' ez eus kalz a eskemmoù, marteze zoken ez eus un eskemm e pep pajenn. Na zeskriv ket kalz a lec'hioù. Lakaat a ra un toullad barzhonegoù e-kreiz an istor. E istorioù a dremen alies etre Lokireg ha Perroz.
Oberennoù
Romantoù
- Bilzig, embannadurioù Buhez Breiz- Moulerezh ar Gwazhioù, Kemper, miz Mezheven 1925, 183 pajennad.
- Bilzig, eil emb. Emgleo Breiz, Brest, 1963 (hiroc'h)
- Bilzig, trede embannadur prientet gant Bernez Kabon asambles gant un droidigezh e galleg, Skol Vreizh, 2003
Barzhonegoù
- Gwerc'hes Arvor, L'Hermine, 1895, pajenn 117
- Va Rozenn, Buhez Breiz,
- Ar Morvran, Mouez ar Vro 69, 1920
- Du eo an de ha du eo an noz, L'hermine, Ebrel 1904/11
Kanaouenn Mari Morgan • Bleuennik ar garante • Va bleuennik a zo maro • Melkoni • Diou Sonig: An diou c'hoar- Al lilienn • An alc'houeder • Ginaouek
...ha meur a hini all
Bilzig
- BILZIG a zo ur romant da gelenn ar yaouankiz. Embannet e voe evit ar wech kentañ er gelaouenn Buhez Breiz, adal an niverenn 37 (miz genver 1924) betek an niverenn 47 (miz du 1924).
- Lakaet en deus barzhonegoù e-barzh an istor.
- Bilzig a zo ur mousig hag emzivad. Tremen a ra an istor etre Plistin (Toull-ar-c'hirri, al Lev-Draezh), Sant-Eflamm, Perroz-Gireg, Montroulez, Lannuon, ...
- Skrivañ a ra Fañch al Lae e KLT ha santet e vez da-vat blaz yezh Treger. Ne vez ket lakaet a ñ e fin an anv-verb, ao met ô, eur evit ur, buhe, anehañ, kentañ, pôtr, penôs, ... Bez' ez eus gerioù a skriv evel e klev anezho.
Lennadurezh
Kavet ez eus bet ur pennad diwar Bilzig en Annales de Bretagne e 1958, e-lec'h ma 'n em c'houlenn Pêr Trepos hag-eñ ez eo tennet ar pennad tri eus Bilzig e gwirionez.