Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Jannig Ar Gall

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Yannig ar Gall.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 498-506)



JANNIG AR GALL
______


I


   Iannig ’R Gall, a Verlevenez,
Braoa den iaouank a vale :
Bea ê fleur ar vêleienn,
Ann noblanz hag ar vourc'hisienn.

   Bea ê fleur ar vêleienn,
Ann noblanz hag ar vourc'hisienn,
Labourienn, artisaned,
Abars finn ar werz a welfet.


II


   Iannig Ar Gall a vonjoure
El linadek pa arrue :
— Bonjour ha joa holl en ti-ma ?
Ma dous Fransesa pelec’h ’ma ?

   Hag ann ozac’h a lavare
Da Iannig Ar Gall, p’hen klewe :
— Na tostaët da dal ann tan,
Hag hi gwelfet brema soudan.

   Mab or sakrist a voujoure,
El linadek pa arrue :
— Bonjour ha joa holl en ti-ma,
Ma dous Fransesa pelec’h ’ma ?

   Hag ann ozac’h a lavare
Da vab ar sakrist, p’hen klewe :
— Na da dal ann tan tostaët,
Ha brema soudenn hi gwelfet.


III


   Na mab ar sakrist a lâre,
Ebars ar park pa arrue :
— Iannig Ar Gall, ma c’hamarad,
Sete ni ama daou baotr vad ;


   Sete ni ama daou baotr vad,
Demp da diwiska hon dillad.
Ar penn kenta ’zo d’imp hon daou,
Gant enor ni hen c’honduo…

   Ann abarde ’zo tostaët,
As-vern d’ar park ’zo digaset.
Iannig Ar Gall ’oe estonet,
En he chupenn p’eo bet kroget ;

   En he chupenn p’eo bet kroget,
O welet ’oa en-hi paket :
Kaleï, sibouar, platinenn,
A oa paket en he chupenn !

   Mab ar sakrist a lavare
Na da Iannig Ar Gall neuze :
— Iannig Ar Gall, ma c’hamarad,
Te a t-eûs laeret ann treo sakr !

   — Gwerc’hes Vari, ma sikouret,
Ann treo sakr n’am eûs ket laeret ;
Gwerc’hes wenn a Verlevene,
Me na on ket kapabl da se !

   — Iannig Ar Gall, te ’zo manket,
Rag ann treo sakr a t-eûs laeret ;
Iannig Ar Gall, lâr a gari,
Iannig Ar Gall, krouget a vi !


IV


   Iannig Ar Gall a lavare
Bars ar prizon pa arrue :
— Breudeur, keront ha mignoned,
En han’ Doue, ma sikouret !

   Gwerc’hes Vari, mamm binniget,
En han’ Doue, ma sikouret ;
En han’ Doue, ma sikouret,
Ann treo sakr n’am eûs ket laeret !

   — Iannig Ar Gall, c’hui eo ma mab,
M’ho ped, komerret kouraj vad :
Euz ho prizon pa sortifet,
Iannig, c’hui a vô delivret.


   Ur breur d’he dad ’oa d’ar c’houls-se
Kure bars en Brelevene,
Hag a lâras reï pemp kant skoed
’Wit na vije ket distrujet.

   Met allas ! d’ehan ’oe lâret :
— Ha pa lârfac’h reï pemp mil skoed ;
Ha pa lârfac’h reï pemp mil skoed,
Iannig Ar Gall ’vo distrujet !


V


   Iannig Ar Gall a lavare,
En dewes braz, euz ar beure :
— Gwerc’hes Vari, ma sikouret,
Ann treo sakr n’am eûs ket laeret !

   — Iannig Ar Gall, c’hui eo ma mab,
M’ho ped, komerret kouraj vad ;
Na et-c’hui betek ar potans,
Eno ho pô ho telivrans.

   War un aneval ’oe lakêt,
Hent ar potans ’n eûs komerret :
Pa oa ’tremen ’biou ar vered,
Ar marc’h a zo bet daoulinet.

   Tud ar justis a c’houlenne
Na euz Iannig Ar Gall neuze :
— Petra d’ar marc’h-se e t-eûs grêt,
Ma ’c’h ê d’ann douar daoulinet ?

   Iannig Ar Gall a lavare
Na da dud ar justis neuze :
— Netra d’ar marc’h n’am eûs-me grêt,
Saludi a ra ann Drindet.

   Ar Werc’hes ’zo apariset,
Da Iannig Ar Gall d-eûs lâret :
— Iannig Ar Gall, c’hui eo ma mab,
Diskennet hag et war ho troad.


VI


   Iannig Ar Gall a lavare,
War ar potans pa arrue :
— Gwerc’hes Vari, c’hui hen goar mad,
N’am eûs ket laeret ann treo sakr !

   Hag ar bourrew a lavare
D’ Iannig Ar Gall, eno, neuze :
— Ann treo sakr c’hui hoc’h eûs laeret,
Iannig Ar Gall, c’hui ’vô krouget.

   Euz ar potans a oe krouget,
Hag ann tan indan-han c’houezet :
Ann tan indan-han p’eo c’houezet,
En daou hanter hec’h eo rannet.

   Tud ar justis a lavare
Na d’ar bourrew, eno, neuze :
— Perag n’ varw ket Iannig Ar Gall ?
Biskoas n’oe gwelet kement-all !

   — Me ’zo bet ter gwez war he skoa,
Nemet c’hoarzinn ouzinn na ra,
Ha lâret d’in : — Gwasket bepred,
Plijadur d’ar bopl a refet !…

   Tud ar justis a lavare
Na da Iannig Ar Gall, neuze :
— Iannig Ar Gall, d’imp-ni lâret
Petra ’zo kiriek n’ varwfac’h ket ?

   — N’ welet ket ar Werc’hes Vari
Krog em brec’h euz ma freservi ?
N’ welet ket ar Speret-Santel,
Ma daou droad war he diou-askel ?

   Iannig Ar Gall ’oe diskennet,
Mab ar sakrist ’n he lec’h lakêt ;
Mab ar sakrist ’n he lec’h lakêt,
Ha, ’vel oa dleet, distrujet…

   Bêleienn ’r Vali, pa glewjont,
Ur prosesion a savjont ;
Ur prosesion a savjont,
Da glask Iannig Ar Gall ’c’h ejont.


   Kroaz ha banniel a oa gant-hê,
Holl Lanhuonis ho heuille,
Hag un Te Deum ’oe kanet,
Ha graso da Doue rentet.


Kanet gant Losïs àr Bras,
Guiader en bourk Prat — 1873.


─────────