Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Transfiguration pending
Mont d’an endalc’had

Concerto (Caravaggio)

Eus Wikipedia
Concerto
Michelangelo Merisi da Caravaggio, 1595
Eoullivadur war vezher
87,9 × 115,9 cm
Metropolitan Museum of Art
New York

Concerto zo un eoullivadur war lien, 87,9 x 115,9 cm dezhañ, graet e 1595 gant al livour italian Michelangelo Merisi da Caravaggio. Emañ war-ziskouez er Metropolitan Museum of Art e New York.

Un alegorienn bagan eo an daolenn, gant un Amourig askellek en tu kleiz, o kemer rezin, arouez erotek, hag an eil den en tu dehoù a vefe heñvel e zremm ouzh hini Merisi.

Urzhiet e voe an daolenn gant ar c'hardinal Francesco Maria Del Monte en devoa c'hoantaet gwelout en un daolenn an alan a sevenadur a oa en e lez.