Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

-ed

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : ed

Brezhoneg

Etimologiezh

Tost-kar d'an dibenn -ed e kembraeg.

Dibenn-ger 1

-ed /et/

  1. Dibenn liester reizh an anvioù tud ha loened, hag ivez an anvioù gwez a echu gant -enn.

Gerioù kevrennek

Liester anvioù gwez :

Deveradoù

Troidigezhioù

Dibenn-ger 2

-ed /ɛt/

  1. Dibenn-ger a dalvez da sevel furm dic'hour ar verboù en amzer-dremenet ledan an doare-disklêriañ.

Lostger 1

-ed /et/

  1. Dibenn anvioù-kadarn savet diwar verboù; skrivet -oud a-wechoù.
Notenn
  • Gourel eo an anvioù-kadarn savet gant al lostger-se.

Lostger 2

-ed /et/

  1. Dibenn anvioù-kadarn difetis zo savet diwar anvioù-gwan.
Notenn
  • Gourel eo an anvioù-kadarn savet gant al lostger-se.


Kembraeg

Etimologiezh

→ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)

Dibenn-ger 1

-ed /et/

  1. Dibenn lakaet d'an anv-gwan evit ober an derez-kevatal (gwelout cyn).
    • cyn lleied ydy  : ken bihan eo.
  2. Merk al liester en un toullad anvioù-kadarn: merched, pryfed.[1]


Saozneg

Etimologiezh

→ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)

Lostger

-ed

  1. Dibenn-ger an amzer-dremenet-strizh reizh.
  2. Dibenn-ger an anv-gwan-verb reizh.

Notennoù