-at
Neuz
Gwelet ivez : at |
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Lostger 1
-at /at/
- Lostger a stager ouzh un anv-kadarn evit sevel un anv-gwan a verk ur perzh.
- Hemañ zo gaouiat !
Lostger 2
-at /at/
- Lostger a stager ouzh un anv-lec'h (bro, kumun,...) evit sevel un anv-gwan a verk an orin.
- Hag abalamour da betra e teue ganto bep tro skider portugalat ?... — (Jarl Priel, An Teirgwern Pembroke, Al Liamm, 1959, p. 71.)
- Ur c'haner breizhat, un aktourez stadunanat
- A-wec'hoù -iat
Dibenn-ger 1
-at /at/
- Dibenn-ger a stager ouzh un anv-gwan evit furmiñ an derez-estlammañ anezhañ.
- Iskisat tra. Koantat tra!
- Gwirat komz an nevoa lâret. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 183.)
- Krisat mab ! Lazhañ e dad ! — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 50.)
- Gwashat barr-amzer a ra — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 33.)
- War-lerc'h « na » a-wechoù :
- Na bravat eo eñ da welet ha da glevet, na bourrusat eo bout getañ ENVD 171/172
- Na brava kanerezed ! — (Brogarour, Onenn, 1936, p. 72.)
- Micher al labour-douar, na kaerat micher ... — (Gabriel Morvan, Buez ar Zent, Brest, 1894, p. 404.)
- e troiennoù evel bravat ur plac'h;
- e troiennoù evel kaera da blac'h ( kaerat a blac'h);
- Ya, met gwellañ da dijuniñ a refomp gante warc'hoazh... — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 13.)
- Sell kaerañ da garroñs a zo du-hont. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 21.)
- e troiennoù evel kaerañ ma :
- Kaerañ ma eo an diabarzh. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 21.)
--
Dibenn-ger 2
-at /at/
- Dibenn-ger anvioù-verb 'zo.
Lostger an derez-estlammiñ :
Notenn
Gellout a reer kavout an holl c'herioù gant al lostger-mañ enno war pajenn Meurgorf: