koukoug
Neuz
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ) .
Anv-kadarn
koukoug /kuˈkuː.k/ benel (liester : koukouged)
- (evnoniezh) Evn tremeniat louet-glas e bluñv (Cuculus canorus).
- Ar paotr-se a zo ken diwezhat ken na dle ket gouzout pegoulz e kan ar goukoug. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 271.)
- Ar c'houkouged er vro-mañ a gan e miz C'hwevrer — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 271.)
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
Troiennoù keñveriañ
- Ma gwaz a zo arru treut 'vel ur goukoug. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 36.)
Krennlavarioù
- An hini a vez arc'hant gantañ pa glev ar goukoug evit ar wech kentañ a ra ur bloavezh mat. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 305.)
- Ar goukoug pa n'eo ket deuet da Bask
Poent mont d'he c'hlask. - Etre Yann ha Pêr
Ez a ar goukoug d'ar gêr. - Gaouiatañ den a zo en ti a glev ar goukoug da gentañ.
- N'eo ket ganet gant e vamm
An hini en deus klevet ar goukoug o kanañ
Nav devezh goude Gouel Yann.