Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

kador

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

(1499) cadoer er C'hatolikon[1], cadoer, cador er geriadur Gregor Rostrenn[2].
Kar d'ar ger cadair e kembraeg. Amprestet digant al latin, cathedra, deuet eus καθέδρα en henc'hresianeg.[3]

Anv-kadarn

Ur gador. (1)

kador /ˈkɑːdɔr/ benel (liester : kadorioù, keder)

  1. Pezh arrebeuri. Doare azezenn hiniennel keinek, troadek, a dalvez da deurel e bouez, da azezañ, pe da chom en e goazez, en ur stumm aes ha diskuizhus.
    • Troadañ ur gador.
    • Azezañ en ur gador, war ur gador
    • Sevel diwar ur gador.
    • Labourat a ra en e goazez, tremen a ra an devezh war e gador atav.
    • Deuit amañ ur gador din !
    • Plouzañ ur gador.
    • Arver hep ger-mell : Kemer kador. Reiñ kador. Peañ kador.
  2. Azezenn ur roue, pe ur barzh en Eisteddfodoù Kembre.
  3. Azezenn un den e karg. Kador-abad, kador-eskob.
  4. (Dre astenn) Karg ur c'hadoriad. Kador apostol, kador bab, kador eskob. s.o. kador-gelenn.
    • Gwallc'hoantaat ur gador.
    • Bezañ war ar renk evit ur gador.
  5. (Spis) En un iliz : kador-sarmon, kador-brezeg.
    • Pignet eo ar beleg er gador.[4]
    • Brezhoneg bras, uhel, war don eo an doare yezh a anver brezhoneg kador ; netra da welet gant ar brezhoneg beleg.
  6. (Savouriezh) : stignad da lakaat war wel kognoù ha tresad un ti. Tresad an ti e-unan.
  7. (Dre verradur pe dre vousfent — o taveiñ da gador ar roue –) kador-doull, azez ar privezioù.
    Monet d'ar gador : monet d'ar privezioù.
  8. (Rouez) (Lec'hanvadurezh) Dinas, kreñvlec'h pe menez stummet evel ur gador. Bodkador" (e parrez Boneur), "Tuchenn Gador Are, "Beg ar Gador" (Morgad, Kraozon)...
  9. (Mekanikerezh) Organ a davez da skorañ ha da heñchañ ar marbroù. S.o. Kador-gib ar c'hanolioù.

Stummoù all

Gerioù heñvelster

Gerioù kevrennek

  • kador gurul (b -ioù k.) : kador olifant o doa reizhourion 'zo brient da azezañ warni, en hen Roma.
  • kador-hezoug (b -ioù h.) : kador vabig luskellek a c'heller dougen (hag - alies-mat- plegañ) aes.
  • kador-hir (b -ioù-h.) : kador ur stumm damgousket dezhi, pleg-dibleg, brec'hek hag izel peurvuiañ, a dalvez da zikuizhañ el liozh en ur stumm damastennet. HS. hirgador.
  • kador ilinek (b -ioù i.) : kador a dalvez da bediñ war an daoulin. H.S. kador-bediñ.
  • kador-lez (b -ioù-l.) : kador roue pe kador un den o ren war ul lez bennak.
  • kador-liorzh (b -ioù-l.) : kador blastek pe houarn peurvuiañ a arvarer kentoc'h er-maez eus an ti.
  • kador-red (b -ioù-r.) : kador a dalvez d'un den gloazet, nammet pe glañv da zilec'hiañ.
  • kador-rodaouek (b -ioù-r.) : kador vurev dezhi rodigoù evit aesaat ar fiñval en ur post labour.
  • kador-rodek (b -ioù-r.) : kador gant rodoù.
  • kador-ruilh (b -ioù-r.) : kador gant rodoù.
  • kador-ruilherez (b -ioù-r.) : s.o. kador-ruilh.
  • Kador sant Per. Kador veur ar Pab. (Ledanvadur) : Sez santel, Vatikan.
  • kador-sarmon (b -ioù-s.), leurenn uhel. lec'h ma bign ar beleg evit ober e damm prezeg en iliz. (Pe, gwezhave, er-maez eus an iliz : kador-sarmon diavaez.)
  • kador-uhel (b -ioù-u.) : kador vabig a dalvez da lakaat ar re vihañ a-uhelder evit gallout debriñ ouzh taol gant an dud gour.
  • kador-Vaodez (b -ioù-m.) : blotvil korftroadek (mollusca gastropoda) e anv skiantel Trivia monacha pe Trivia arctica a anver ivez hoc'hig-mor.
  • kador-vourell (b -ioù b.) : kador saloñs graet evit bezañ en e aez.
  • kador-vouret (b -ioù b.) : s.o. kador-vourell.
  • kador vabig (b -ioù b.) : doare kador ur stumm ispisial dezhi a-ratozh evit staliañ ur poupon warni, a c'hell bout ur gador-uhel, ur gador luskellat, ur gador vihan, un azezenn karr-tan pe un azezenn c'hoari da skouer.
  • kador-varn (b -ioù-b.) : (ledanvadur) s.o. lez-varn
  • kador-vrec'h (b -ioù-b.) : kador vrec'hek (b -ioù b.), kador gazeliek (b -ioù k.) : kador ur stumm a-ratozh dezhi (ur vrec'h a beb tu) da ziskuizhañ an divrec'h pe d'en em harpañ evit sevel hag azezañ.
  • kador vrec'hek (b -ioù b.) : s.o. kador-vrec'h, kador gazeliek
  • kador-vurev (b -ioù b.) : kador dezhi un azezenn bourellet c'hwek (hag a-wezhioù rodigoù : s.o. kador rodaouek) a dalvez da labourat aes en e goazez dirak ur burev.
  • skoulm kador (g -où k.) : (MERDEIÑ) doare skoulm, stumm ul lagadenn vras diredennek (na riskl ket) hag a stag ur penn-gordenn d'ur "gador" senkl. Lerenn pe gordenn fardaj a dalvez d'ar gastelerion pe d'ar galafeterion da azezenn hefiñv.
  • tog kador (g -où k.) : doare daez a vez staget a-uc'h d'ur gador-brezeg evit gwellaat ar c'hlevet.

Deveradoù

Troioù-lavar

  • Ober kadorig da unan-bennak : lakaat daou zen o divrec'h e stumm ur gador da zougen anezhañ. Dre skeudenn : rein skoazell dezhañ.
  • Kemeret ur gado(e)r hag aze'et war doull ho revr! (Klotadenn zo pa zistager "kadoer" / "rer", pe "kador" / "reor".)

Troidigezhioù

azezenn geinek divrec'h

kador roue (2)

(3)

mekanikerezh

Daveoù

Roll an daveoù :