distage
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar distag-, pennrann ar verb distagañ, hag an dibenn-ger -e.
Furm verb
Kemmadur | Furm |
hep | distage |
dre vlotaat | zistage |
dre c'hwezhañ | digemm |
dre galetaat | tistage |
amreizh | tistage |
distage /di.ˈstɑː.ɡe/
- Furm ar verb distagañ e trede gour unan an amdremened, en doare-disklêriañ.
- Gant ur c'hemmadur dre vlotaat (war-lerc'h ar rannigoù-verb a ha nac'h ne, da skouer) :
- [...], ha ne zistage ket e sell a-ziwar ar bond spoue kenkas e vije deuet ur pesk bennak da bismigañ ar vuzhugenn ha d'he lonkañ evit e vrasañ damant. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 12.)
- [...], hag ar geriennoù a zistage a oa dres ar re a hiraezhen war o lerc'h en Azia. — (Aleksandr Soljenitsyn, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig, Ti Vatriona, Al Liamm, 1976, p. 13.)
- Gant ur c'hemmadur dre galetaat (ar-lerc'h ar rannig-verb e, da skouer) :
- Neuze, o komz eus an amzer, e tistage un nebeud pozioù all ha, didrouz ha war e bouezig, e kerzhe adarre en e roud, [...]. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 110.)
Gerioù enepster
Troidigezhioù
- galleg : (elle)/(il) détachait (fr) ; prononçait (fr)