Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

a-zindan

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Savet diwar an div araogenn a ha dindan.

Araogenn

Gour Furm
U1 azindanon
U2 azindanout
U3g azindanañ
U3b azindani
L1 azindanomp
L2 azindanoc'h
L3 azindano
D azindanor

a-zindan /azĩnˈdɑ̃ːn/

  1. Eus dindan.
  2. Dindan.
    • Ar Vretoned a zo tud kaled ha krenv ;
      N'euz pobl ken kaloneg a-zindan an nenv.
      — (Taldir, Bro Goz ma Zadou, in Dihunamb!, 15vet niverenn, miz Gwengolo 1906, p. 248-249.)
    • O ! mac'h oufec'h pegement a vad a ra da galon ur soudard kristen, derc'hent an emgann, en dervezh a-raok mont d'ar bed all marteze, kaout a-zindan e zorn ur beleg evit reiñ dezhañ, en anv Doue, ar pardon eus e bec'hedoù ! — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 216.)

Deveradoù

Troioù-lavar

Gwelet ivez

Daveoù

Roll an daveoù :