Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

demat

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Brezhoneg

Etimologiezh

Ger savet diwar « dez » ha « mat ».
Anavezet dre skrid abaoe ar bloaz 1530[1].

Estlammadell

demat /de.ˈmɑːt/

  1. Ger saludiñ.
    'Nn autro penn-ar-goer pelec'h'man ? — (E. E., Ar brezel prus, Feiz ha Breiz, 14t bloavezh, niv. 15, 1879, p. 118b.)
    • Ia laouen ; deiz mad, Thomaz,
    Deus pelec'h e teuez ma fautr ? — (E. E., Ann ti-eva e-kichen ar mor, Feiz ha Breiz, 14t bloavezh, niv. 21, 1879, p. 163a.)
    • De mad ha joa oll en ti-man.
    Ann otro Maer pelec'h eman ? — (Gwerz ann otro ar C'haer, Chansons et danses des Bretons, 1889, p. 122.)
    • Demad ha joa bars an ti-ma,
    Ar bennherès pelec'h ema ? — (Pennherès Kernenon, Soniou Breiz-Izel, 1890, p. 184.)
    • Demad, Mari, ma mestrès, demad d'ac'h a laran ; [...] — (Mari, Soniou Breiz-Izel, 1890, p. 206.)
    • Demad ha joa hol er gêr-man,
    Pelec'h 'man ar golaj aman ? — (Cloarec Rozmar, Soniou Breiz-Izel, 1890, p. 260.)
    C'houi, a glevan, a zo kapabl — (Kollokou etre eun den kiriuz hag eun den fur, Ar Bobl, niv. 10, 1904, p. 3a.)
    • De mad itrôn ! Dudi ha levenez deoc'h ! — (Leon ar Berr, Ar gwir treac'h d'ar gaou, 1905, p. 17.)
    • Demad Herveik koz ! — (Leon ar Berr, Ar gwir treac'h d'ar gaou, 1905, p. 43.)
    • De-mad, tonton, deuet oun d'ho kwelet, [...] — (Marvailher Botmeur, Ar penn-oc'h du, Feiz ha Breiz, 8t bloavezh, niv. 8, 1907, p. 249.)
    • De mad, emezan, de mad ! — (Ar Yeodet, Ar pesk-ebrel, L'Écho du Finistère, 4e bloavezh, niv. 173, 1909, p. 2d.)
    • Ar vleuen-ze 'm ije roet
    N'eur reketi d'ezi : de-mad ! — (Y. Bloch, Hunvre, L'Écho du Finistère, 4e bloavezh, niv. 174, 1909, p. 2c.)
    • Démat, Elen ! — (Vedig en Evel, Un dra grateit, Dihunamb!, 6t bloavezh, niv. 55, 1910, p. 123.)
    • Démat ha joe d'ol tud en ti ;
    Er vinourez 'men é ma hi ? — (Er vam gaer, dastumet gant an dimezell L. Guillam, Dihunamb!, 6t bloavezh, niv. 55, 1910, p. 163a.)
    Hanter-guzhet 'touez ar c'hoad gwer ;
    Bemde d'ezan, gant pok an de mat,
    An heol 'ro e gentan sklerder. — (Filomena Kadored, Ma Zi bihan, Mouez meneou Kerne, 1912, p. 47.)
    • An doktor Moulin, maer Bar-le-Duc, a hetaz d'ezan demad — (Dre ar Prenneslt, Ar Bobl, 10t bloavezh, niv. 453, 1913, p. 1a.)
    • Demat, Per, skuis e tlefec'h beza gant ar c'hor. — (Breur ha C'hoar, Le Courrier du Finistère, 41t bloavezh, niv. 2130, 1920, p. 3e.)
    • Démat, madam er Vran, penaus ma hou iehed ? — (L., Er Vran hag el Luhern, Dihunamb!, Genver 1922, p. 64.)
    • Un dé, ér vorh, jao Fanchon é huélet un or degor dirakton e ias én ti, hemb laret démat ha kentéh chetu ean é monet trema en nèled èl ma oè akustumet. — (L. Herveu, Jao Fanchon, Dihunamb!, Genver 1922, p. 167.)
    • Démat, Kristol.... Iah oh ataù ! — (Efflam Koed Skaù, Blankeu me iondr Kristol, Dihunamb!, C'hwevrer 1923, p. 164.)
    • De-mat 'ta, Per, da blec'h 'zit 'ta,
    Ker presset all er mintin-ma? — (Kaourantin Kergoat, Istor eur Maout, Le Courrier du Finistère, 31 Mae 1930, p. 2e.)
  2. Demat da unan bennak:
  3. Reketiñ an demat da ub.
    • [...], ha me reketi an demat d'an teir maouez ha d'ar zoudard a oa ennañ : [...] — (Ab-Sulio, Seiz vloaz e bro ar vorianed, 1929, p. 93.)

Distagañ

Notenn

Gwir eo e vez kavet dreist-holl en troiennoù :

Met kavet e vez skouerioù kozh ivez hep an araogenn da.

Deveradoù

Gerioù heñvelster

Troidigezhioù

Gwelet ivez

  • Ar pennad « demat » e-barzh Wikipedia Pennad war Wikipedia

Daveoù

Roll an daveoù :