tad
Gwelet ivez : Tad |
Brezhoneg
- Dont a ra ar ger eus ar c'hrennvrezhoneg tat. Da geñveriañ gant ar c'herneveureg tat a zo deuet da vezañ tas, ar c'hembraeg tad, an iwerzhoneg datán, « tad-mager » deuet da vezañ daidín, ar skoseg daidein, « tata » : an holl c'herioù-se a c'hellfe dont eus ur ger keltiek *tato-, ger karantezus bugelel. Gwelet ivez ar sañskriteg tata, « tad », an henc'hresianeg τάτα ha τέττα, al latin atta, « tad », an alamaneg ätte, « gourdad », al lituaneg teti-s, an henslaveg ot-ici, ar rusianeg tjatja.[1]
Anv-kadarn
tad /ˈtɑːt/ gourel, (liester tadoù /ˈtɑː.du/).
gourel | benel | |
---|---|---|
unander | tad | mamm |
liester | tadoù | mammoù |
- gwaz en deus bet ur bugel gant ur vaouez.
- Den en deus krouet un oberenn pe un dra bennak:
- Robert Oppenheimer e oa tad ar vombezenn atomek
- Arthur Conan Doyle e oa tad Sherlock Holmes.
- Bezañ tad da unan bennak
- Hennezh a zo tad din-me, KAB 1/55
- C'hwi a sonj deoc'h... e oa ho mamm a oa tad deoc'h. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 389.)
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- Piw a zo ken koz hag e dad ha kosoc'h evid e vamm ? - Mab ar C'hoz, nemed ur Gozenn a vefe e vamm ive. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 328.)
- Tad ha mamm a lez bugel
Zo daonet a-raok mervel — (?, p. ?.) - Mab e dad eo Kadïou. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 312.)
Troidigezhioù
Roll an daveoù :
Kembraeg
- Sellet ouzh an etimologiezh e kevrenn ar brezhoneg.
Anv-kadarn
tad /Distagadur ?/ gourel, (liester tadau).
- Tad.
- Ble mae fy nhad?
- Pelec'h emañ va zad?
- Ble mae fy nhad?
gourel | benel | |
---|---|---|
unander | tad | mam |
liester | tadau | mamau |