Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Brezhoneg

 

  Etimologiezh

→ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)

  Furm verb

bije /ˈbiːʒe/

  1. Furm ar verb bezañ/bout e trede gour unan an amzer dic'hallus, en doare-divizout
    Ne vije ket gwell dit reiñ peoc'h ?- Bije. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 196.)
    Petra vije ar vuhez-mañ hep ar feiz, ar fiziañs hag ar garantez ? Buhez Genovefa A Vraban, Glaoda'r Prad, p. 95
    Dre se, a c'hellit krediñ, ne oa en tu all dezhañ nemet an Aotrou Doue pe an diaoul a vije. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 96.)
    — [...], rak ma vije bet ret din mont d'az klask, az pije bet keuz. [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 63.)
    Gant daou veudad ouzhpenn war e vent, kolladenn ar merc'hed e vije bet, [...]. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 177.)
    Trist e vije da jeu ma n'az-pije kêr ebed. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 223.)
  2. e-barzh am bije, hor bije, eus ar verb kaout
  3. e-barzh pije,
  4. e-barzh en devije, en divije, eus ar verb kaout
  5. e-lec'h beze

Troidigezhioù