Jean Robic
Jean Robic a oa bet ganet d’an 10 a viz Mezheven 1921 e Vouziers, Ardennes ha marvet e oa d’ar 16 octobre 1980 en ur wallzardoud karr. Hennezh a oa bet marc’hhouarner e skipailh marc’hhouarnerezh Frañs. Lesanvet e voe “Biquet”, “Tête-de-cuir” dre ma wareze e benn gant un tokarn lêr, “Trompe-la-mort” ivez... Pa oa yaouank en doa bevet e Radeneg. E anv zo bet roet d'ar straed ma oa an ti ma oa o chom d’ar mare-se. Ur paotr tagnous e oa met karet e voe gant Breizhiz koulz ha gant ar C'hallaoued war-lerc'h an eil brezel bet. Adalek 1945 ha 1954 e voe marc'hhouarner a-vicher. (38 vloaz e oa p'en doa redet Tro Frañs evit ar wech diwezhañ).
E 1947 en doa gounezet Tro Frañs hep bezañ gwisket ar roched velen e-kerzh ar redadeg, Pa voe o sortial eus Rouen, evit gwir, setu eñ, skoazellet gant Edward Fachleitner ha Lucien Teisseire, o pignat trumm gant ur grapenn, o lezel pell-pell war e lerc’h Pierre Brambilla, ar roched melen. Hag eñ da wiskañ ar roched melen e dibenn an tennad, ha Fachleitner en eil plas eus an Dro Frañs-se. Robic a soñje dezhañ e oa aet ar maout gantañ dre hantouriezh santez Anna, patromez ar Vretoned. Setu perak e profas e roched melen da vazilikenn Santez-Anna-Gwened. Gallout a reer gwelet ar roched melen-se a oa bet gounezet gantañ hiziv er vazilikenn hiziv an deiz c’hoazh.
Skipailhoù
- 1943: Génial Lucifer (Frañs)
- 1944: Génial Lucifer (Bro dianav)
- 1945: Genial Lucifer (Frañs)
- 1946: Génial Lucifer - Hutchinson (Frañs)
- 1947: Génial Lucifer - Hutchinson (Frañs)
- 1948: Génial Lucifer - Hutchinson (Frañs)
- 1949: Génial Lucifer - Hutchinson (Frañs)
- 1950: Thomann - Riva sport (Bro dianav)
- 1951: Automoto - Dunlop (Frañs)
- 1952: Colomb - Dunlop (Frañs)
- 1953: Terrot - Hutchinson (Frañs)
- 1954: Terrot - Hutchinson (Frañs)
- 1955: Gitane - Hutchinson (Frañs)
- 1956: Essor - Leroux (Frañs)
- 1957: Essor - Leroux (Frañs)
- 1958: Margnat - Coupry (Frañs)
- 1959: Margnat - Coupry (Frañs)
- 1960: Rochet - Margnat (Frañs)
- 1961: Margnat - Rochet - Dunlop (Frañs)
Roll ar redadegoù gounezet gantañ
- Tro Bro-C'hall : 1947 (6 tennad a voe gounezet gantañ ; An eil e voe e Priz Meur ar Menez e 1949; 3de: 1947, 1948)
- Tro Suis : 1945
- Roma-Napoli-Roma: 1950 (a-dreñv marc’h-tan ) (3e: 1952)
- “Omnium de la Route”: 1945
- Tro Haute-Savoie: 1952
- “Critérium de la Polymultipliée”: 1952
- Redadeg war savioù e Mont Faron: 1948, 1949
- Redadeg war savioù Aranzazu: 1949, 1950
- Dre Lausanne: 1948
- Kampion belo-cross ar bed : 1950, dalc’h 1añ
- Kriteriom belo-cross Etrebroadel : 1947 (Kampion ar bed)
- Kampion belo-cross Frañs : 1945
Disoc’hoù Tro Frañs
- Tro Frañs : 1947 Trec’hour er renkadur hollek ha 3 zennad gounezet gantañ.
- Tro Frañs 1948 : er 16vet plas eus ar renkadur hollek
- Tro Frañs 1949 : er 4 plas eus ar renkadur hollek hag 1 tennad gounezet gantañ
- Tro Frañs 1950 : en 12vet plas eus ar renkadur hollek
- Tro Frañs 1951 : er 27vet plas eus ar renkadur hollek
- Tro Frañs 1952 : er 5vet plas eus ar renkadur hollek hag 1 tennad gounezet gantañ
- Tour de France 1953 : Dilez e-pad ar 14vet tennad hag 1 tennad gounezet gantañ
- Tro Frañs 1954 : Dilez e-pad ar 5vet tennad
- Tro Frañs 1955 : Dilez e-pad an 10vet tennad
- Tro Frañs 1959 : Dilez e-pad an 20vet tennad