Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Emgann Rossbach, pe Roßbach, pe emgann Reichardtswerben, zo un emgann e 1757 e-kerzh ar Brezel Seizh Vloaz ma voe trec'h Frederig Veur, roue Prusia, war arme Bro-C'hall.

Emgann Rossbach
emgann
Rann eusBrezel Seizh Vloaz Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
E tiriadBraunsbedra Kemmañ
Lec'hRoßbach Kemmañ
Daveennoù douaroniel51°16′10″N 11°53′40″E Kemmañ
Deiziad5 Du 1757 Kemmañ
Map
Friedrich Wilhelm von Seydlitz en Emgann Rossbach.

C'hoarvezout a reas en Alamagn d'ar 5 a viz Du 1757 e-tal kêriadenn Rossbach, e kumun Braunsbedra (e Sachsen-Anhalt hiriv), etre arme Prusia ar roue Frederig Veur ha hini ar roue gall Loeiz XV a oa skoaz-ouzh-skoaz gant hini an impalaerez santel Maria Theresia. Ne badas nemet 90 munutenn, hag ar roue Frederig a voe trec'h war an arme, gall hag aostrian, a 41 110 a soudarded a oa dirak e 22 000 Prusian.