Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Vortigern (Guorthigern en henvrezhoneg, Gourziern e brezhoneg a-vremañ, Gwrtheyrn e kembraeg a-vremañ) a oa ur roue brezhon en Enez Vreizh er Vvet kantved. Peuzsur e oar ez eus bet anezhañ, met mojenn zo muioc'h en-dro dezhañ eget fedoù asur diwar e benn. Kontet e vez e en devoa pedet ar Saozon da ziazezañ en Enez Vreizh, evel goprsoudarded, met pa voent eno en em savjont da grouiñ o rouantelezhioù dezho. Kement-se a sachas gwall vrud dezhañ, ha kontet eo da vezañ bet ur roue eus ar re fallañ er mojennoù.

Gourziern
den a c'hallfe bezañ faltaziet, den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhPrydain, Rouantelezh Powys Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGwrtheyrn Kemmañ
Titl noblañsRoue Kemmañ
Deiziad ganedigezh394 Kemmañ
Deiziad ar marv454 Kemmañ
TadGwidol ap Gwidolin ap Gloyw Wallt Hir Kemmañ
PriedRowena, Sevira Kemmañ
BugelKatigern, Vortimer, Pasgen ap Gwrtheyrn, Faustus of Riez, Cyndeyrn ap Gwrtheyrn Gwrtheneu ap Gwidol ap Gwidolin Kemmañ
FamilhQ4161886 Kemmañ
Micherpenndiern, monark Kemmañ
Strollad etnekBrezhoned Kemmañ
Present in workHistoria Regum Britanniae, Ecclesiastical History of the English People, Historia Britonum, De Excidio Britanniæ Kemmañ
Vortigern

Istorioù Vortigern

kemmañ

Gweltaz

kemmañ

Sant Gweltaz an hini kentañ a ra anv eus Vortigern en e levr De excidio Britanniae (Diwar-bouez kouezhadenn Breizh) e deroù ar VIvet kantved.

Er pennad 23 e skriv penaos e reas "an holl guzulierien, a-gevret gant an tirant lorc'hus-se [omnes consiliarii una cum superbo tyranno] ur fazi bras o pediñ "ar Saozon kriz ha difeiz" da chom en Enez Vreizh.

Hervez Gweltaz e teuas ur strolladig anezho da gentañ, da ziazezañ e reter an enez, pedet gant an tirant gwallchañsus [infaustus]. Hag ar re-se a bedas muioc'h a genvroiz c'hoazh, ma kreskas o zrevadenn. Goude e c'houlennas ar Saozon ma vije kresket o goproù, pezh a voe nac'het, ha neuze e voe torret an emglev etreze hag ar Vrezhoned, hag int da stagañ da breizhata dre ar vro.

N'eo ket sklaer hag-eñ e voe meneget anv Vortigern gant Gweltaz. En embannadurioù saoznek zo ne vez ket meneget e anv. Koulskoude eo roet gant daou zornskrid. E Codex Abrincencsis, anavezet ivez evel Mommsen's MS. A (e levraoueg kêr Avranches MS. 162) (XIIvet kantved), meneg eus superbo tyranno Vortigerno; ha Mommsen's MS. X (Cambridge University Library MS. Ff. I.27) (XIIIvet kantved) meneg eus Gurthigerno Brittanorum duce. Pa weler eo meneget an anv gant Bede e c'haller krediñ e oa roet gant Gweltaz ivez.

Hervez an toulladig munudoù roet gant Gweltaz e c'haller soñjal en dije klevet an istor (pe eñ pe marteze e gelaouer) gant Saozon.

  • Pa gomz eus pegement a Saozon a deuas da gentañ e lavar e oant deuet gant tri cyulis "evel a reont eus bagoù-brezel". Sed aze moarvat ar c'hentañ ger saoznek skrivet.
  • An eil tra eo hemañ: adlavarout a ra e oa bet diouganet [d'ar Saozon] gant un diouganer en o zouez e vije dalc'het gante ar vro a oant o vont dezhi e-pad tri c'hant vloaz, hag an hanter eus an amzer, da lavarout eo kant hanter-kant vloaz, ne rafent nemet preizhata.

Kement-se n'hall ket bezañ bet lavaret nag ijinet gant ur Roman pe ur Brezhon.

Gwech ebet ne lavar Gweltaz e oa ur roue eus Vortigern. Un tirant eo (tyrannus), emezañ, met n'eo ket eñ an hini zo pennkaoz d'ar bedadenn graet d'ar Saozon. Er c'hontrol: ur c'huzul zo en-dro dezhañ, hag a c'hallfe bout ur gouarnamant gant dileuridi eus ar c'heodedoù (civitates), pe rannvroioù. Ne lavar ket Gweltaz e oa fall, met gwallchañsus (infaustus), dic'houest da varn, pezh a c'haller kompren, pa ziskouezas ar c'hoprsoudarded-se bout tud disleal.

Kement ger skrivet gant Gweltaz zo bet pouezet ha dibouezet gant an istorourien evit klask gouzout hiroc'h.

Un dra a nec'h anezho eo ar ger implijet evit komz eus goproù ar Saozon (annonas, epimenia), da c'houzout hag-eñ e oant gerioù hervez ar gwir implijet er feurskridoù gant foederati, evel ma veze graet e dibenn amzervezh an Impalaeriezh roman da gavout soudarded e-touez ar Varbared da zifenn harzoù an impalaeriezh. N'ouzer ket hag-eñ e oa tud, anezho o-unan, a rae kemend-all.

Un dra nec'hus all d'an arbennigourion eo ar gerioù "e tu reter an enez": daoust pe aod Kent, pe East Anglia, pe Northumbria? Pe daoust ha strewet e oa ar Saozon un tamm e pep lec'h a-hed an aod reter?

Kentañ hini a zalc'has kont eus skrid Gweltaz eo Bede, a vez istimet bras gant an istorourien a vremañ dre ma oa desket ha gouest da varn. Met an dra-se ne vern ket kalz pa gomz Bede eus ar Vvet ha VIvet kantved, eñ un den eus an VIIIvet kantved. Tost ger ha ger e kemer frazennoù Gweltaz en e Historia Ecclesiastica Gentis Anglorum ha De Temporum Ratione.

Historia Brittonum

kemmañ

Lakaet eo an Historia Brittonum (Istor ar Vrezhoned), war gont un den anvet Nennius, manac'h eus Bangor, e Rouantelezh Gwynedd, e Kembre. Dastumet e oa bet an danvez anezhañ e deroù an IXvet kantved. "Nennius" eo an den kentañ a zuas brud Vortigern, a zo meneget koulskoude e lignez meur a dierniezh roueel kembreat. Tamallet e vez gwadorged da Vortigern (fazi moarvat diwar droukveskañ anvioù Vortigern ha Vortipor, tamallet a torfed -se dezhañ gant Gweltaz), bout torrer e le, treitour, karout ur baganez, ha sioù ha gwalloberoù a bep seurt, evel bout lorc'hus.

Vortigern el lennegezh

kemmañ

Anavet eo William Henry Ireland evel falser hag oberour falsdornskridoù, diwar zorn William Shakespeare hervezañ. Kavet en doa, emezañ, ur pezh kollet anvet Vortigern and Rowena, a voe c'hoariet e Drury Lane d'an 2 a viz Ebrel 1796. Evel ma oa anat diouzh an doare-skrivañ n'halle ket bezañ labour Shakespeare, ha goapaet e voe ar pezh adalek ar c'hoariadenn gentañ[1]. Kement-se zo bet kontet er romantThe Lambs of London diwar zorn Peter Ackroyd e 2004.

Levrlennadur

kemmañ
En e raok:
Constans
Roue Enez Vreizh
hervez ar vojenn)

thum 
Gwrtheryn
Kentañ ren
???

War e lerc'h:
Vortimer
En e raok:
Vortimer
Roue Enez Vreizh
(hervez ar vojenn)
thum 

Gwrtheryn
???
Eil ren
War e lerc'h:
Ambrosius Aurelianus

Notennoù

kemmañ


Liammoù diavaez

kemmañ