Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Ar sez ma ya war o c'hoazez warnañ an uhelidi, gwechoù'zo, eo an tron. Peurvuiañ e vez ur gador hir he c'hein ha kinklet mat hervez pinvidigezh ar penn uhel. War un tro en em diskouez an impalaerien, ar roueed ha pennoù uhel ar relijionoù.

Tron Impalaer Sina er Geoded berzet e Beijing.

Tronioù er sevenadurioù kozh

kemmañ

Arouez an doueegezh hag an unpenniezh eo bet an tronioù a-gozh. Evit lidoù e vezent implijet ha da gentañ evit kurunadur an unpenn. War ul leurenn plank pe war ur pazenn e veze lakaet an tron ma vo uheloc'h ar penn uhel eget ar re vezant.


Hervez Homer e veze lakaet gant ar Gresianed kozh tronioù er palezioù roueel hag en temploù ma yelo an doueed hervez o flijadur warno. Unan eus ar re vrudetañ a oa hini Apollo e Amyclae.

E pad an Impalaeriezh roman e veze daou dron e Roma, hini an Impalaer hag hini an doueez Roma gant delwennoù da vezañ azeulet warno.