Tonkin
An Tonkin skrivet ivez Tongkin pe Tongking a-wechoùigoù (vietnameg Bắc Bộ (北圻), a dalvez harzoù an norzh), a reer eus ar vro e lodenn norshañ Viêt Nam, e su proviñsoù sinaat ar Yunnan ha Guangxi, er reter da Laos hag er c'hornôg da pleg-mor an Tonkin. Treuzet m'eo gant delta strujus ar stêr Ruz eo uhel ar gounid riz enni.
Stad | Viêt Nam |
---|---|
Kêr-benn | Ha Noi |
Daveennoù douaroniel | 21°0′0″N 106°0′0″E |
Kêr Ha Noi eo bet kêr-benn an Tonkin sinaat abaoe ar VIIvet kantved; d'ar mare-se e veze anavezet dre an anv sinaek 東京 (sinalunioù a vije distaget dongjing e mandarineg hiziv), hag a dalvez kêr-benn ar reter. Alese e teu an termen a-vremañ Tonkin. Gant an hevelep lunioù e reer hiziv, tre ha tre, evit skrivañ anv kêr Tōkyō, dezhi an hevelep talvoudegezh e sinaeg hag e japaneg. Graet ez eus bet gant an anv sinaek Jiāozhǐ (交趾) ivez gwechall gozh evit ober anv eus rann norzh Viêt Nam.
Goude ar brezel gall-ha-sinaat (1884–1885) e voe aloubet an Tonkin hag an Annam gant ar C'hallaoued a reas gant anv vietnamek ar gêr-benn evit envel ar vro a-bezh. An trede lodenn eus Viêt Nam bet preizhet gant ar C'hallaoued a oa Kochinsina er su.
Implijoù all
kemmañGraet e vez gant an anv-gwan spisaat latinekaet tonkinensis er rummatadur daouanv (taksonomiezh) implijet evit deskrivañ ar spesadoù kavet en tonkin, anvioù gwez dreist-holl. Da skouer : Cornus hongkongensis tonkinensis [1] a reer eus un isspesad gwez padus pe ur vod eus ar c'herentiad koad ki a gaver e Hong Kong peurliesañ.
Anv ur ganaouenn gant ar c'haner gall Vincent Scotto, eus 1906, a zo hec'h anv "La petite Tonkinoise".
Linenn Tonkin a reer eus ul linenn hent-houarn a liamm kêrioù Saint-Maurice (Suis), da Jeneva, en ur dremen dre Evian-les-Bains ha Thonon-les-Bains (Frañs). En-dro ez a al linenn kostez Suis met dilezet-mik eus tu Frañs etre Saint-Gingolph hag Evian-les-Bains.
Afrika & Meurvor Indez : Maghrib (Aljeria, Maroko, Tunizia) • Inizi Arguim (a-vaez da Varoko) • Afrika C'hall ar C'hornôg (Aod-an-Olifant, Dahomey, Soudan c'hall (Mali), Ginea C'hall, Maouritania, Niger, Senegal, Volta-Uhel) & Togo c'hall & Enez James (Gambia) • Afrika ar C'heheder C'hall (Tchad, Gabon, Kreiz Kongo, Oubangui-Chari) • Aod C'hall ar Somalied • Komorez (Anjouan) • Madagaskar • Inizi Mascareigne : Enez Frañs (Moris) & Sechelez
An Amerikaoù (Trevadennoù gall en Amerika) : Frañs Nevez (Akadia, Louiziana, Kebek, An Douar-Nevez) • Inini • Berbice • Haiti & Santo Domingo • Tobago • Inizi Gwerc'h (darn)
Azia : Alaouit • Proviñs Hatay • Sri Lanka • Indez Frañs (Chandernagore, Aod Koromandel • Chennai • Malabar, Mahe, Pondichery, Karaikal, Yanaon) • Kwangchowan (Sina) • Indez-Sina (Annam, Kochinchina, Kambodja, Laos, Tonkin), Liban, Siria.
Antarktika & Oseania: Kaledonia-Nevez • Hebridez Nevez (Vanuatu hiziv) • Frañs Antartika
II- Tiriadoù ha perc'henniezhioù tramor a-hiziv
Gwiana c'hall • Polinezia c'hall • Gwadaloup • Martinik • Mayotte • Kaledonia-Nevez • Ar Reünion (gwechall Enez Vourbon)