Tiergarten
Tiergarten a zo anv ur park bras hag ur c'harter lec’hiet e kreiz-kêr Berlin. En Tiergarten e kaver savadurioù brudet evel kastell Bellevue (annez ofisiel prezidant republik kevreadel Alamagn) er gwalarn, ar Siegessäule (kolonenn an trec’h) e kreiz-kornôg hag ar Reichstag (ennañ e vez bodet ar Bundestag), er biz. Implijet e vez ivez anv ar park evit envel ar Zoologischer Garten, ur zoo hag a zo e-kichen. En alamaneg e talvez Tiergarten «liorzh al loened».
Lec’hiadur ar c’harter en arondisamant
kemmañA-raok adreizhadenn 2001 e oa ivez Tiergarten anv ur bastell-vro gozh hag a oa eus tu ar c’hornôg da vare rann Alamagn. Abaoe 2001 emañ ar bastell-vro-se e-barzh arondisamant Berlin-Mitte hag ez eo ivez anv unan eus ar 6 karter a gaver ennañ. A-raok an adreizhadenn e oa daou garter all (Moabit ha Hansaviertel) hag a oa ivez e-barzh pastell-vro Tiergarten.
Istor
kemmañDa vare dispac’h Berlin e 1848, en em vodas ar vanifesterien (micherourien ha bourc’hizien) en Tiergarten e-tal an arme, hag an arme a rankas kilañ. Mont a reas an emsavadeg da netra koulskoude, rak disrann a oa etre ar vanifesterien. Nebeud amzer goude ec’h embannas an arme seziz war ar c’harter. Gant an emsavadeg-se e voe lañset unvanidigezh Alamagn.
Hiziv an deiz ez eo Tiergarten lec’h emgav al Love Parade abaoe penn-kentañ ar bloavezhioù 1990. Tro 1,5 milion a dud en em gav bep bloaz evit dañsal war tonioù sonerezh elektronek.