Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Thomas James Clarke (Tomás Ó Cléirigh en iwerzhoneg), bet ganet d'an 11 a viz Meurzh 1857 ha marvet d'an 3 a viz Mae 1916 a oa un emsaver broadelour iwerzhonat, penn-stourmer hag an hini en deus bet ar perzh brasañ moarvat en Emsavadeg Pask e 1916.

Thomas Clarke

E dad, James Clarke, bet ganet en Enez Wight, a oa ofiser en arme saoz. Ar familh a ziannezas buan e Dún Geanainn, e-barzh Kontelezh Tír Eoghain en Iwerzhon. Pa oa 18 vloz e teuas Clarke da vezañ ezel eus an Irish Republican Brotherhood hag e 1883 e oa kaset da Londrez evit lakaat Pont Londrez da darzhañ. Ar gefridi-se a oa ul lodenn eus ur c'houlzad gwalldaolioù a oa bet gourc'hemenet gant Jeremiah O'Donovan Rossa, unan eus pennoù an IRB a oa o vevañ en harlu er Stadoù-Unanet. Paket e voe Clarke ha kaset da doull-bac'h Pentonville el lec'h ma chomas 15 vloaz.

Goude e amzer er prizon-se e timezas gant Kathleen Daly, 21 bloaz yaouankoc'h, a oa nizez da unan eus e gamaraded prizon. Asambles ez ejont da vevañ d'ar Stadoù-Unanet e lec'h ma labouras Clarke evit Clan na Gael (ur gevredigezh c'hoar d'an IRB, o tont eus ar strolladoù fenian) gant John Devoy en he fenn. E 1907 e tistroas da Iwerzhon e lec'h ma tigoras ur stal-vutun e Dulenn, ha labourat a reas da zihuniñ an IRB, chomet difiñv abaoe bloavezhioù, gant sikour tud evel Bulmer Hobson ha Denis McCullough. Clarke a zeuas da vezañ ur mignon bras da Hobson ha dreist-holl da Seán Mac Diarmada.

Pa oa bet krouet an Irish Volunteers e 1913, Thomas Clarke a oa bet dedennet-kenañ met ne gemeras ket perzh enni. Gouzout a rae mat Clarke e oa anavezet evel trubard ha broadelour hag evel un den prest d'en em sevel a-enep ar galloud saoz. Ar fed da gaout un den evel Clarke e-barzh strollad an Irish Volounteers en dije lakaet diskred warno. Evelkent, gant Mac Diarmada, Hobson hag izili all eus an IRB o devoa ur roll a-bouez er Volunteers. Sklaer hag anat e oa he defe an IRB en defe ul levezon bras war an Irish Volounteers ma n'eo ket o renerezh (Dreist-holl goude degemer Padraig Pearse, a oa dija unan eus izili pennañ ar Volunteers, e-barzh an IRB e diwezh 1913). Tamm-ha-tamm e kreÆvaas al levezon-se. Met John Redmond, rener eus an Irish Parliamantary Party a c'houlennas rannañ o mestroni war ar volounteers. Asantet e voe daoust da enebiezh ar re virvidikañ, a-drugarez d'ar sikour roet gant Blumer Hobson dreist-holl. Biskoazh Clarke ne zistaolas james Hubson evit ar pezh a oa un drubarderezh evitañ.

Goude an disrann etre Hubson ha Thomas Clarke, Mac Diarmada ha Clarke a zeuas da vezañ gwall dost an eil d'egile. O-daou, hag int sekretour ha teñzorer ar strollad, a renas tamm pe damm an IRB, daoust ma oant c'hoazh dindan pennoù evel James Deakin ha diwezhatoc'h Denis McCullough ent ofisiel. E 1915 Clarke ha Mac Diarmada a stalias kuzul milourel an IRB evit ragaozañ an emsav a zeuio da vezañ an Easter-Rising. Er c'huzul-mañ e oa Padraig Pearse, Eamonn Ceannt, Joseph Plunkett ha diwezhatoc'h Clarke ha Mac Diarmada. Pa varvas Jeremiah O'Donovan Rossa e 1915, Clark a implijas e interamant (e lec'h ma reas Pearse ur brezegenn-gañv) evit bodañ ha imorañ ar Volunteers ha diskleriañ dezho e vefe aozet un emsavadeg an abretañ ar gwellañ. Goude un emglev e miz Genver 1916 gant an Irish Citizen Army, James Connolly a zeuas da vezañ ezel eus ar c'huzul milourel gant Thomas MacDonagh e miz Ebrel. Ar seizh den-mañ (Thomas Clarke, Seán Mac Diarmada, Padraig Pearse, James Connolly, Thomas MacDonagh, Eamonn Ceannt ha Joseph Plunkett) o deus sinet ha lakaet o anv e traoñ diskleriadur republik Bro-Iwerzhon. Normalamant e vefe bet da Glarke da reseviñ an titl prezidant ha komandant e penn met nac'h a reas reseviñ titloù pe enorioù. Roet eo bet se da Bearse, a oa brudet hag anavezet muioc'h en endro hag er bed broadelour.

Clarke oa staliet en Ti-Post e-pad an emsavadeg gant pennoù all evel Pearse. An emsavidi el lec'h mañ a oa dreist-holl o tont eus an Irish Citizen Army. Goude kuitadenn an emgann, Clarke a zo bet kaset da doull-bac'h Kilmainham betek ma vefe lazhet d'an 3 a viz Mae. Clarke oa an eil lazhet goude Padraig Pearse.

Levrlennadur

kemmañ
  • Caulfield, Max, The Easter Rebellion. London, 1965, New English Library, 380p.
  • Clarke, Kathleen, Helen Litton, Revolutionary woman: Kathleen Clarke 1878-1972, an autobiography [My fight for Ireland's freedom]. Dublin, 1991, O'Brien Press, 240p. ISBN 0-86278-245-7.
  • Kee, Robert, The green flag: a history of Irish nationalism. Londrez, 2000, Penguin, 877p. ISBN 0-14-029165-2.
  • Lyons, F.S.L, Ireland since the famine, 2nd rev. ed., Londrez, 1973, Fontana, 880p. ISBN 0-00-633200-5.
  • F.X. Martin, Leaders and men of the Easter Rising: Dublin, 1916. Londrez, 1967, Methuen, xii, 276p. 1967
  • Townshend, Charles, Easter 1916: the Irish rebellion. Londrez, 2005, Allen Lane, xxi, 442p. ISBN 0-7139-9690-0.