Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Roperzh ar Mason (1900-1952), pe Roperh er Mason a voe ofiser er morlu gall ha skrivagner brezhonek, hag a sine Abherri alies.

Ganet e oa bet Roperzh ar Mason d'ar 7 a viz Ebrel 1900 en Oriant. Ober a reas e studioù en Oriant hag e Pariz er skol Liezijinek. Mont a reas da ofiser war vor goude-se. Pa darzhas ar brezel e oa letanant lestr war an "Dunkerque" ha kabiten-korvetenn e 1940. Aet e oa da gabiten-lestr ha da rener ur greizenn-stummañ eus ar morlu er Gironde, pa varvas a-daol-trumm eno en un ospital eus an arme d'an 19 a viz C'hwevrer 1952[1].

Deuet oa da dommañ ouzh ar brezhoneg kerkent hag ar bloaz 1921[2]. Kerkent ha desket brezhoneg gantañ en em lakaas da skrivañ er yezh-se hag e 1942 e voe embannet un dastumad eus e varzhonegoù, Chal ha Dichal, skeudennet gant Langleiz. Ur romant a voe embannet gantañ goude ar brezel, Evit ket ha netra. Kalz a reas evit brudañ ar gwenedeg, evit e dostaat ouzh ar brezhonegoù all hag evit skrivañ ar rannyezh-se er skritur peurunvan.

Skridoù

kemmañ
  • Chal ha Dichal, embannet gant Dihunamb, 1943. Le vannetais unifié, hep bloaziad [1943].
  • Evit ket ha netra, embannet gant Skridoù Breizh, 1951.
  • Dek sonenn, Emb. Bodadeg ar sonerion, Moul. Kerne, Kemper, 1955, 32p.
  • ha pennadoù e-barzh Dihunamb, An Oaled, Arvor, Gwalarn, Al Liamm...
  1. Abeozen, Robert Le Masson, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm 1992, P.248
  2. "Robert le Masson, Elève école polytechnique, rue Descartes Paris, tel est l'adresse d'un jeune homme inconnu mais qui se fait envoyer des livres bretons et désire apprendre le breton". Lizher Gabriel Monot da Youenn Drezen, 13/10/1921. Dielloù Levraoueg-kêr Kemper.