Rodiom
Un elfenn gimiek eo ar rodiom ; Rh eo e arouez kimiek, 45 e niver atomek ha 102,905 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo.
| ||||
---|---|---|---|---|
Ruteniom – Rodiom – Palladiom | ||||
| ||||
Niver atomek | 45 | |||
Rummad kimiek | Metaloù ardreuzat | |||
Strollad | 9 | |||
Trovezh | 5 | |||
Aozadur elektronek | [Kr] 4d8 5s1 | |||
Niver oksidadur | +3 | |||
Tredanleiegezh | 2,28 | |||
Skin atomek | 134,5 | |||
Tolz atomek | 102,90550 | |||
| ||||
1 gram poultr, 1 g gwasket, 1 g poultr adteuzet
| ||||
Teskad ar palladiom (TaP) a reer eus ar metaloù ardreuzat 45Rh, 44Ru, 46Pd, 76Os, 77Ir ha 78Pt.
Unan eus ar metaloù ralañ en Douar eo ar rodiom, alese e briz uheloc'h eget hini an aour ; diaes eo e dennañ eus kailhoù ma vez kemmesket gant palladiom, platin, argant hag aour.
Nebeut-tre ag elfennoù eus TaP a vez tennet eus an douar, war-dro 400 tonennad e 2011, enno un 20 tonennad rodium hepken a vloaz da vloaz. Eus Suafrika e teu ar rodiom dreist-holl (war-dro 80 %), heuliet gant Rusia.[1]
Diwar skiriadur derc'hanel izotop an uraniom-235 235U e teu rodiom, neuze e c'hallfed e genderc'hañ dre implijout uraniom kozh ar c'hreizennoù nukleel ; ret e vije avat mirout izotopoù skinoberiek ar rodiom degadoù-pad a-benn izelaat o skinoberiegezh, ar pezh na dalvezje ket ar boan hervez reolennoù an armerzh.
Istor
kemmañGant ar c'himiour saoz William Hyde Wollaston e voe hiniennekaet ar rodiom e 1803, diwar un tamm kailh platin deuet eus Suamerika. Eus an henc'hresianeg ῥόδον rhodon, "liv roz" e teu an anv rodiom.
Perzhioù
kemmañUr metal kalet liv an argant eo ar rodiom, 12,45 g/cm3 e zouester. E 1 964°C e teuz, en ur lonkañ oksigen a vez advannet en aergelc'h pa zistro ar metal da galet. E 3 695 °C e verv.
Uhel eo disvannusted ar rodiom, da lavaret eo ez adkas an darn vuiañ eus ar gremm a sko outañ (gwarellvaez pe c'houloù.
Kimiek
kemmañNe c'haller ket oksidañ ar rodiom, zoken dre e dommañ ; ne vez taget gant trenkenn ebet, hogen tu zo d'e zileizhañ un tammig en dour real (HNO3 + 3HCl).
Petra bennak ma 'z eo + 3 niver oksdidadur ar rodium peurliesañ ez eus bet gwelet stadoù + 0 betek + 6.
Izotopoù
kemmañ103Rh eo an izotop nemetañ a gaver en natur a-douez ar 25 skinizotop a anavezer, eus 93Rh betek 117Rh.
Arver
kemmañ- Greanterezh : 80 % eus ar rodiom a vez kenderc'het a ya da fardañ emdroerioù treluskel evit ar c'hirri-tan a-benn digreskiñ ar saotradur. Er gwer e lakaer rodiom ivez, war ar melezourioù pergen en abeg d'e disvannusted uhel. Lakaet e vez e kendeuzadoù platin ha palladiom evit ma ne verglfent ket ; en ardivinkoù a labour e gwrezverkoù uhel (fornioù da fardañ gwer, da skouer) ez arverer ar c'hendeuzadoù-se. Kenstokoù tredanel a vez gwisket gant rodiom evit na verglfent ket.
- Kimiezh : arveret e vez evel trelusker.
- Bravigerezh : plakennet e vez an aour gwenn gant rodiom evit ma vije skedus, hag an argant evit ma ne vije ket oksidet. Lod bravigoù ker-ruz zo e rodiom penn-da-benn daoust da galeter ar metal-se.
Notennoù
kemmañ- ↑ United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 19 HER 12
Daveennoù
kemmañ- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press, 2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- National Nuclear Data Center (en) Liamm oberiant 09 KZU 12
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |