Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Ar Parisii (pe Quarisii)[1] a oa ur bobl c’halian a oa o vevañ war ribloù ar stêr Saena e Galia, er c’horn-bro zo en-dro da Bariz hiziv, adalek kreiz an trede kantved kent JK.

Pobloù hanternoz Galia er c’hentañ kantved kent JK.
Pezhioù aour ar Parisii, kentañ kantved kent JK (Cabinet des Médailles, Paris)
Pezhioù aour ar Parisii (Metropolitan Museum of Art.

En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ : Senones er c’hreisteiz, Carnutes er c’hornôg, pobloù Gallia Belgica, evel ar Suessiones en hanternoz.

Hervez Julius Caesar (-53) e oa Lutetia pe Lutetia Parisiorum o c’hêr bennañ. Dont a reas ar gêr-se da vezañ unan eus kêrioù bras proviñs Gallia Lugdunensis ha, diwezhatoc’h, Pariz. Dont a ra anv Pariz, hag ivez anvioù all evel Villeparisis, Cormeilles-en-Parisis pe Fontenay-en-Parisis, eus anv ar bobl.

E-pad aloubadeg Galia gant ar Romaned, e kemeras perzh ar Parisii, a-gevret gant ar Suessiones, en emsavadeg vras Verkingetorix a-enep Julius Caesar e -52[2] hag eizh mil brezelour eo a voe kaset ganto da Alesia.

Notennoù

kemmañ
  1. ’’ Les premiers habitants de l'Europe’’, Henry d’Arbois de Jubainville & Georges Dottin, 1889
  2. Julius Caesar, De bello gallico VI, 44

Liammoù diavaez

kemmañ

Commons 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.