Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Loeiz XVI (Bro-C'hall)

(Adkaset eus Loeiz XVI)

Loeiz XVI (Louis XVI e galleg), a voe roue Bro-C'hall ha Navarra (17741791) ha goude se roue ar C'hallaoued (17911792).
Ganet e voe d'an 23 a viz Eost 1754 e Versailles ha dibennet d'an 21 a viz Genver 1793 war Plasenn an Dispac'h (bet Plasenn Loeiz XV kent) e Pariz.
Bez' e voe roue diwezhañ Bro-C'hall er marevezh a vez graet « Renad kozh » anezhañ.

Loeiz XVI
den
Rann eusLouis XVI and Marie Antoinette Kemmañ
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Bro-C'hall Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLouis XVI Kemmañ
Anv-bihanLouis Kemmañ
Anv-familhBorbone Kemmañ
Titl noblañsdug Kemmañ
Deiziad ganedigezh23 Eos 1754 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKastell Versailhez Kemmañ
Deiziad ar marv21 Gen 1793 Kemmañ
Lec'h ar marvplace de la Concorde Kemmañ
Doare mervelKastiz ar marv Kemmañ
Abeg ar marvdecapitation by guillotine Kemmañ
Lec'h douaridigezhBasilica of Saint-Denis, Madeleine Cemetery Kemmañ
TadLouis-Ferdinand de France Kemmañ
MammMaria Josepha von Sachsen Kemmañ
PriedMarie-Antoinette Aostria Kemmañ
BugelMarie-Thérèse Bro-C'hall, Louis Joseph, Dauphin of France, Loeiz XVII, Princess Sophie of France Kemmañ
FamilhTiegezh Bourbon Kemmañ
Paeron pe maeronAugust III, Princess Marie Adélaïde of France Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, spagnoleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Kondaonet evittreason Kemmañ
Micherpolitiker, rener, art collector, monark Kemmañ
KargKing of France and Navarre, King of the French, French co-prince of Andorra, Grand Master of the Order of Our Lady of Mount Carmel and Saint Lazarus of Jerusalem Kemmañ
Bet studier daAlexandre Frédéric Jacques de Masson Pezay, Claude-François Lysarde de Radonvilliers Kemmañ
Lec'h annezKastell Versailhez Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Liv an daoulagadgreen Kemmañ
Kan broadelMarche Henri IV Kemmañ
Perc'henn warItalianate landscape with boats Kemmañ
Bet erlec'hiet gantLoeiz XVII Kemmañ
Erlec'hiañ a raLoeiz XV Kemmañ
Prizioù resevetKnight of the Order of the Holy Spirit, Knight of the Order of Saint-Michel, Knight of the Order of the Golden Fleece Kemmañ
Deskrivet drePortrait of Louis XVI, King of France and Navarre (1754-1793) Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadNational Gallery of Art, Royal Collections of the Netherlands Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Loeiz XVI da vare e gurunidigezh

E vuhez

kemmañ

Louis-Auguste e oa e anv. Mab e oa da Louis-Ferdinand de France, Daofin Bro-C'hall ha d'e eil pried Maria Josepha von Sachsen (1731-1767).

Dimeziñ ha bugale

kemmañ

Dimezet e voe da Maria Antonia Aostria (1755-1793), anavezet ivez evel Marie-Antoinette Bro-C'hall. Roue e voe a c'houde e zad-kozh Loeiz XV e 1774. Breur henañ e oa da Loiz XVIII ha Charlez X a zeuio da vezañ roueed Bro-C'hall.

Pignat a ra war an tron da 19 vloaz. Diouzhtu e voe o talñ ouzh kudennoù lies dreist-holl goude ma voe bet kemeret perzh gant rouantelezh Bro-C'hall e Brezel dieubidigezh Stadoù Unanet Amerika, ouzhpenn da-se e oa kudennoù arc'hant drastus gant e vro. Adkempenner gwan, o cheñch ali alies, klask a rae degas kemmoù d'ar vonarkiezh gant sikour e maodierned. Adlakaet e voe e-plas ar parlamantoù, kempennet gwir an dud (fin ar jahinerezh aotreet e 1781 ha 1788, lammet statud ar served en domani roueel e 1779, roet lamm d'ar gwirioù-treizh korfel evit yuzevien Elzas e 1784, skrid-emglev lez-ober evit ar brotestanted e 1787).

Stankañ a reas da geñver an tailhoù hag arc'hantaouiñ ar rouantelezh (adkempennoù e 1774-1776, 1781, 1787 div wech). Mennozh lakaat e-plas un tailh eeun ingal evit holl sujidi ar vro e-plas an tailh dizingal taille. An noblañs a robenn a-sav a-enep kreñv, difenn a reont o dreist-gwirioù e parlamant Pariz ha lez Versailles e voe an enebiezhioù kreñvañ. Louis XVI en devoa klasket tremen e-bioù e enebourien evit degas adkempennoù en ur ginnig e vennozhioù dirak un emvod pennoù-bras e 1787 ha goude-se e-pad emvod ar Stadoù-meur e 1789.

Darvoudoù pouezus

kemmañ

Kenarroud

kemmañ
En e raok:
Loeiz XV
Roue Bro-C’hall
Roue Navarra
 
17741791
War e lerc'h:
Loeiz XVII


En e raok:
Loeiz XV
Roue ar C'hallaoued
 
17911792
War e lerc'h:
Loeiz-Fulup Iañ

Liammoù diavaez

kemmañ