Levr Kells
Levr Kells (Book of Kells e saozneg, Leabhar Cheanannais en iwerzhoneg) a zo un dornskrid skeudennet gant livadurioù ha klinkadurioù savet gant menec'h a orin eus ar sevenadur geltiek eus ar bloavezhioù 800. Pennoberenn ar gristeniezh iwerzhonat, levr Kells a zo, en desped d'ar fed ma n'eo ket peurechuet, unan eus bravañ dornskridoù enlivet bet savet gant daouarn mab-den. Ha dibar abalamour m'eo chomet betek ennomp daoust da drubuilhoù ar Grennamzer. Abalamour d'e gaerder ha da zreistelezh teknikel e vunudoù, al levr-mañ a zo gwelet gant kalz a arbennigourien evel unan eus gwellañ oberennoù an arz krennamzerel. Skrivet e latin, e kaver el levr pevar Aviel an Testamant Nevez, notennoù ha displegadurioù klinket gant skeudennadurioù ha enlivadurioù.
Istor
kemmañEn orin
kemmañLevr Kells zo arouez pennañ ur strollad a dornskridoù savet etre fin ar VIvet kantved hag an IXvet kantved e manatioù Iwerzhon, Bro-Skos ha Bro-Saoz. En o zouez e kaver Cathach Sant Kolomba, Ambrosiana Orosius ha Levr Durrow (evit ar VIIvet kantved), avieloù Durham, Echternach, Lindisfarne ha Lichfield. An dornskridoù-se o deus perzhioù boutin e-keñver an arz, an doare skritur hag hengoun an destennoù, ar perzhioù-se o deus sikouret an dud arbenniket war an dachenn da strollañ anezho er memes familh. Ken resis dre e enlivadurioù emañ Levr Kells lec’hiet diwezhat a-walc’h e-keñver ar steudad dornskridoù all, tro an VIIIvet pe deroù an IXvet kantved, da vare Levr Armagh neuze. Diazezet eo an oberenn diwar normoù ikonografel hag a gaver er skridoù kozhañ: da skouer stumm al lizherennoù kinklet bet implijet da gregiñ pep aviel o vezañ reoliek kenañ e-keñver an dornskridoù all bet savet e inizi Breizh-Veur d’ar memes mare. N’eus nemet keñveriañ pajennoù digoradur Aviel Sant Vazhev e-barzh Avieloù Lindisfarne gant reoù Levr Kells evit bezañ kendrec’het.
An anv "Levr Kells" pe "Levr Ceanannas" a zo o tont eus abati Kells (Ceanannas) e kontelezh an Mhí, en Iwerzhon: eno e voe skrivet al levr ha miret e-pad pell. Savet e voe Abati Kells war-dro 800, da vare aloubadegoù ar Vikinged, gant menec’h a oa deuet eus manati Ì Chaluim Chille (Iona) (war aod kornôg Bro-Skos). Manati Ì Chaluim Chille a oa bet savet gant sant Koulm (anvet ivez Koulmkell) e-kreiz ar VIvet kantved. Pa zeuas ar vuhez da vezañ re zañjerus war an enez, abalamour da dagadennoù ar Vikinged, ez eas ar venec’h da Iwerzhon, da sevel manati Kells.
An dornskrid n’eo ket bet echuet biskoazh ha ne ouzer ket abalamour da betra.
Chom a reas Levr Kells e manati Kells betek 1654. Er bloavezh-se e voe aloubet ar manati gant soudarded saoz Oliver Cromwell ha kaset e voe al levr da Zulenn evit bezañ lakaet en diogel. Kinniget e voe al levr da d-Trinity College e Dulenn e 1661 gant Henry Jones, a zeuas a da vezañ eskob An Mhí diwezhatoc’h. E Trinity College eo chomet al levr abaoe ar mare-se, nemet pa voe prestet da levraouegoù pe mirdioù all e-pad prantadoù berr. War ziskouez emañ e levraoueg Trinity College abaoe an XIXvet kantved.