Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Kledenn-ar-C'hab

kumun Penn-ar-Bed

Kledenn-ar-C'hab zo ur gumun e Kerne-Izel, e kanton Douarnenez, e Bro ar C'hab, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh.

Kledenn-ar-C'hab
Beg ar Vann.
Beg ar Vann.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Cléden-Cap-Sizun
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Pontekroaz (betek 2015)
Douarnenez (abaoe 2015)
Kod kumun 29028
Kod post 29770
Maer
Amzer gefridi
Nadine Kersaudy
2001-2026
Etrekumuniezh KK Bro ar C'hab
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 915 ann. (2020)[1]
Stankter 48 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 02′ 54″ Norzh
4° 38′ 46″ Kornôg
/ 48.048333, -4.646111
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 86 m
Gorread 19,08 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kledenn-ar-C'hab
  • Bernard Tanguy ː Plebs Cletuen, XIvet kantved ; Cletguen Cap Sizun, 1314, e-tro 1330 ; Cletguen, 1395, 1426 ; Cleden Cap Sizun, 1535.
  • Erwan Vallerie ː Cletuen, XIvet kantved ; Cletguen Cap Sizun, 1368 ; Cleden Cap Sizun, 1516, 1536 ; Cletguen, 1395 ; Cledent, 1630.
Gerdarzh

En gwad e arbenn-karv en aour, heuliet ouzh kab gant teir erminig ivez en aour ; lavreeg en aour, karget ouzh dehou gant teir flourdilizenn hag ouzh kleiz gant teir rozenn, an holl ouzh lezioù, an eil en egile.

  • Sturienn ː Kleden ar c'hap bloavez mad ; aozer ː Bernard Le Brun ; kuzul ar gumunn ː 16 Du 1999.

Ar c'harv evit ar familh Kerharo, ar flourdiliz evit ar re Saluden, ar roz evit an tiegezh Keridiern.

  • Mervel a reas 95 gwaz eus ar gumun, eleze 3,71% eus ar boblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[3].

Brezelioù didrevadennañ

kemmañ
Brezel Indez-Sina
Brezel Aljeria

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Brudet eo Beg ar Vann, a-dal da Veg ar Raz, en hanternoz da Vae an Anaon.
  • Oppidum Kastell Meur (war dro 2000 kent J.-K.)
  • Meilh Drougêr, tostik da Veg ar Vann.
  • Iliz sant Kleve (gwechall ant Kleden) (XIIvet, XVIIIvet)
  • Chapel Itron-Varia a Druez, e Langroaz (1747)
  • Chapel sant Tei, bet adasavet en e bez e-kerzh ar XVIIvet kantved, ha kempennet e-kerzh an XIXvet kantved. Feunteun (ad-kempennet e kerzh an XVIIvet kantved). Kroaz (1630)
  • Chapel sant Tremeur, e Trouguenour. Merket eus 1538
  • Chapel sant Tual, 1772
  • Chapel sant Gwenole, e Lansulien. En he boull dija e 1703. Chom a ra ar veunteun, anvet feunteun ar c'helaoued
  • Chapel sant Sebastian, e maner Kerazan; bet dispennet war dro 1980 ha kaset ar vein da Bontekroaz.
  • Feunteun ant Vaze (1757)
  • Kroaz Toull, e Kersaudi
  • Monumant ar re varv er vourc'h, luc'hskeudenn ha kartenn-bost[9].
  • Monumant ar re varv karter Sant-Tugdual, luc'hskeudenn[10].

Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun

kemmañ
Bro Niver a soudarded
  Kanada 1 (Morlu), chomet dianv
Hollad 1

Mervel a reas e-pad an Eil Brezel Bed[11].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Skeudennoù

kemmañ

Tud bet ganet eno

kemmañ

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
 
Saluden
Aotrounez Kernysan, Keringar, Mescam
Nicolas, kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1645
En aour e deir flourdilizenn en gwad, ur steredenn ivez en gwad ouzh kondon.

Gevelliñ

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • René Couffon & Alfred Le Bars : Nouveau répertoire des églises et chapelles. Diocèse de Quimper et de Léon. 1988
  • Embannadurioù Flohic : Le Patrimoine des communes du Finistère. 1998
  • Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
  • Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez

kemmañ

Commons 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

kemmañ