Kab Glas
- Evit ar beg-douar war an douar bras, gwelet Gourenez ar C'hab Glas
Kab Glas, pe Republik ar C'hab Glas (portugaleg: Cabo Verde ha República de Cabo Verde[2]) zo un enezeg hag ur stad er Meurvor Atlantel en inizi er-maez da aod Gourenez ar C'hab Glas, e Bro-Senegal, en Afrika. Didud e oa an inizi betek 1456, pa zeuas da vezañ un drevadenn eus Portugal. Ur stad dizalc'h a voe savet e 1975.
''República de Cabo Verde'' Republik Kab Glas | |||||
| |||||
Kan broadel: Cântico da Liberdade | |||||
Kêr-benn (ha kêr vrasañ) |
Praia
| ||||
Yezh(où) ofisiel | Portugaleg | ||||
---|---|---|---|---|---|
Gouarnamant | Republik | ||||
- Prezidant | José Maria Neves | ||||
- Ministr Kentañ | Ulisses Correia e Silva | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 4,033 km² (172) | ||||
- Dour (%) | dister | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur 2020 | 550.000 () | ||||
- Stankter | 136/km² (79) | ||||
PDK (PGP) | 2008 (istimadur) | ||||
- Hollad | $1.750 milliard[1] ([[Roll ar broioù dre o PDK (PGP)|]]) | ||||
- Keidenn | $3,475 ([[roll ar broioù dre PDK (PGP) dre zen|]]) | ||||
FDD (207) | 0.736 (kreiz) (102) | ||||
Moneiz | Escudo Kab Glas (CVE )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTC-1) | ||||
-1 | |||||
Kod kenrouedad | .cv | ||||
Kod pellgomz | +45 | ||||
238 |
Dont a ra anv ar vro eus Gourenez ar C'hab Glas, a-dal dezhi, war douar-bras Afrika, nemet honnezh a zo e Republik Senegal.
Istor
kemmañErruet e oa an drevadennerien bortugalek kentañ e Santiago e 1462. Diazezañ a reas Ribeira Grande (Cidade Velha, hiziv), ar gêr europeat kentañ en ur vro drovanel[3]. Int eo a anvas an inizi Cabo Verde, anv ar c'hab nesañ war aod Senegal[4]. Pinvidik-mor e oa an enezeg e-pad ar XVIvet kantved abalamour da genwerzh ar sklaved[3]. Argaset e veze, gwechoù 'zo, gant morlaeron ha preizhet e oa bet gant Sir Francis Drake e 1585[3]. Goude un argad gall ez eas ar gêr war digresk hag erlerc'hiet e voe gant Praia a yeas da gêr-benn e 1770[3].
An inizi
kemmañ-
Inizi Kab Glas
-
Praia do Tarrafal en Enez Santiago
Rannoù melestradurel
kemmañRannet eo ar C'hab Glas etre 22 gumun (concelhos).
|
|
Daveoù
kemmañ- ↑ Cape Verde. International Monetary Fund. Kavet : 2008-10-09.
- ↑ «República de Cabo Verde», an anv ofisiel, a zo, ger-ha-ger, Republik Kab Glas e brezhoneg. Ma vije Republik ar C'hab Glas e portugaleg e vije « República do Cabo Verde ».
- ↑ 3,0 3,1 3,2 ha3,3 Cape Verde background note. U.S. Department of State (July 2008).
- ↑ Lobban, p. 4.
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Azawad • Sahara ar C'hornôg • Somaliland