Jane Digby
Jane Elizabeth Digby, lesanvet Lady Ellenborough (Minterne Magna, Dorset, 3 a viz Ebrel 1807 – Damask, Siria, 11 a viz Eost 1881), a oa ur gontez saoz.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
Anv-bihan | Jane |
Anv-familh | Digby |
Deiziad ganedigezh | 3 Ebr 1807 |
Lec'h ganedigezh | Holkham Hall |
Deiziad ar marv | 11 Eos 1881 |
Lec'h ar marv | Damask |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | myocardial infarction, dysentery |
Tad | Henry Digby |
Mamm | Lady Jane Coke |
Breur pe c'hoar | Edward Digby, 9th Baron Digby |
Pried | Edward Law, 1st Earl of Ellenborough, Karl Theodore Herbert de Venningen, Baron de Venningen, Spyridon Theotokis, Sheikh Medjwal el Mizrab |
Kompagnun(ez) | Christodoulos Hatzipetros, Otto of Greece, Ludwig Iañ Bavaria, Prince Felix of Schwarzenberg |
Bugel | Leonidas Theotokis, Adolf Schwarzenberg, Arthur Dudley Law, Jean Henry Theotoky, Freiherr Heribert von Venningen Üllner |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | brientin |
Honorific prefix | The Honourable |
Ganet e oa bet Jane Digby e Dorset, merc'h e oa d'an amiral Henry Digby (1770-1842) ha da Lady Jane Elizabeth Coke (1777-1863), a oa merc'h Thomas Coke (1754-1842), 1añ kont Leicester. E 1799 e voe kemeret al lestr spagnol Santa Brigada gant he zad ; un teñzor a oa e bourzh, ha setu deuet an tiegezh da vezañ pinvidik-mor. Gant ar besamiral Nelson edo e Trafalgar, kabiten war al lestr Africa. Digantañ eo he devoe Jane Digby domani Minterne Magna e Dorset.
Brudet e voe buhez prevez romantel Jane Digby, e-pad meur a zekvloaziad, en Europa hag er Reter-Nesañ. Pevar gwaz he doe, en o zouez Lord Ellenborough, a voe gouarnour India, ha dreist-holl serc'heged a-leizh, en o zouez Ludwig Iañ, roue Bavaria, hag e vab Otto, roue Gres, ar politiker aostrian Felix zu Schwarzenberg hag ar jeneral gresian Christodoulos Hatzipetros.
E Siria
kemmañDa 46 vloaz e veajas da Siria. Orgediñ a reas ouzh ar cheikh Medjuel el Mezrab, 20 vloaz yaouankoc'h egeti. Dimezet e voent e 1854 hervez al lezenn vuzulman, hag adanvet e voe ar wreg Jane Elizabeth Digby el Mezrab. Eürus e voent betek ma varvas Jane 27 vloaz diwezhatoc'h, e Damask.
-
Poltredet e gant Joseph Karl Stieler e 1831 evit Poltredaoueg ar gened, aozet gant Ludwig Iañ Bavaria
Gwaz ha serc'heged
kemmañ-
Kont Ellenborough
-
Felix zu Schwarzenberg
-
Ludwig Iañ Bavaria
-
Otto, roue Gres, mab da Ludwig Iañ
Levrlennadur
kemmañ- (en) Mary S. Lovell (1998). A Scandalous Life: A Biography of Jane Digby. Fourth Estate. ISBN 1857024699.
- (en) Ure, John (2004). In Search of Nomads. Constable and Robinson. ISBN 1-84529-082-8.
- (en) Bedell Smith, Sally (1996). Reflected Glory. The Life of Pamela Churchill Harriman. Simon and Schuster. ISBN 0-684-80950-8.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) 'Lady Jane Elizabeth Digby el Mezrab'. Kavet : 28 Even 24.