Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Feodor Ingvar Kamprad, ganet d'an 30 a viz Meurzh 1926 hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Genver 2018, a oa ur penn-embregerezh svedat. Gantañ e oa bet krouet an embregerezh arrebeuri IKEA, un embregerezh treuzvroadel a werzh arrebeuri ha traoù a bep seurt evit an ti. Bevet en devoa e Suis etre 1976 ha 2014.

Ingvar Kamprad
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSveden Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denIngvar Kamprad Kemmañ
Anv-bihanIngvar, Feodor Kemmañ
Anv-familhKamprad Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Meu 1926 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPjätteryd Kemmañ
Deiziad ar marv27 Gen 2018 Kemmañ
Lec'h ar marvLiatorp Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
TadFranz Feodor Kamprad Kemmañ
MammBerta Linnéa Matilda Kamprad Kemmañ
PriedKerstin Wadling, Margaretha Stennert Kemmañ
BugelAnnika Kihlbom, Peter Kamprad, Jonas Kamprad, Mathias Kamprad Kemmañ
Yezh vammsvedeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, svedeg, saozneg Kemmañ
Micherden a aferioù, embreger Kemmañ
Tachenn labourfurniture industry Kemmañ
Lec'h annezEpalinges Kemmañ
Emezelet ouzhIkea Kemmañ
Strollad politikelNew Swedish Movement Kemmañ
Lifestylefrugality Kemmañ
Relijionkristeniezh Kemmañ
Kleñveddyslexia Kemmañ
Prizioù resevetInternational Swede of the Year, Global Economy Prize, Knight 1st class of the Order of Vasa, Order of Friendship, honorary doctorate of Lund University Kemmañ
Ingvar Kamprad en Haparanda e miz Even 2010

E vuhez

kemmañ

Klañv e oa bet gant e zoug d'ar boeson.

E varv

kemmañ

Marvet e oa Kamprad en e gousk gant an danijenn skevent en e di e Småland, Sveden, d'ar 27 a viz Genver 2018. Oadet e oa a 91 vloaz.

Tabutoù

kemmañ

Meneget ez eus bet gant kazetennerien e oa bet Ingvar Kamprad un nazi e-pad e yaouankiz evezhiet gant servijoù surentez Sveden. Chomet e oa kamalad gant Per Engdahl, ur penn strollad nazi svedat d'an nebeutañ betek fin ar bloavezhioù 1950. Nac'het e oa bet gant Kamprad e penn kentañ met war-lerc'h an trouz tro-dro d'an afer-se e rankas embann e zigarezioù da implijidi an embregerezh. E-pad un atersadenn e 2010 gant Elisabeth Åsbrink, Kamprad en devoa embannet "Per Engdahl zo un den dibar, ha kenderc'hel a rin d'e embann betek fin ma buhez".

Hervez un nebeud kazetennerien e voe krouet an embregerezh IKEA gant arc'hant an nazied e-fin an Eil Brezel-bed.