Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Espoo (Esbo e svedeg) zo ur gêr vras e kreisteiz Finland, e proviñs Uusimaa. Emañ Espoo er c'hornôg da Helsinki, hag e meurgêr Helsinki. An eil kêr vrasañ eus Finland eo, gant 234 000 a annezidi, o vevañ war 312 km².

Gwechall e oa maezioù dreist-holl er c'horn-bro, annezet gant svedegerien. Abalamour ma oa tost d'ar gêr-benn eo kresket kalz betek dont da vezañ ur gêr vras en XXvet kantved. E 1920 ne oa nemet 9 000 den o chom en Espoo ha 70% a oa svedegerien. Tamm-ha-tamm e teuas muioc'h-mui a dud eus Helsinki d'ober o annez en Espoo. Etre 1950 ha 2000 eo tremenet poblañs kêr eus 22 000 da 210 000. Abaoe 1945 ez a ar finnegerien d'ober ar muiañ-niver eus an annezidi. E 2006 ez ae ar svedegerien d'ober 8,8% eus ar boblañs ha 85,6% a dud a gomze finneg.

Kêrioù gevellet

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Commons 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.