Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

El Greco (Candia, 1541 – 7 a viz Ebrel 1614 Toledo) a oa lesanv ul livour spagnol, anvet Δομήνικος Θεοτοκόπουλος (Doménikos Theotokópoulos), hag ar gwellañ eus livourien an Azginivelezh e Spagn. Genidik e oa eus Kreta, a oa dalc'het neuze gant Republik Venezia, ha kreizenn an arz bizantat nevez. Ur mestr e teuas da vout en doare-livañ-se a-raok mont da Venezia pa oa 26 vloaz, evel arzourien all eus Hellaz en e raok. E 1570 ez eas da Roma, ma tigoras ur stal-livañ ha ma krogas da labourat.

Ritratto di un uomo vecchio, autoritratto di Domenikos Theotokopulos.
« Δομήνικος Θεοτοκόπουλος (Doménikos Theotokópoulos) ἐποία»: gerioù El Greco da sinañ e oberennoù; ἐποία, "epoia": "a reas".