Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Euskadi Ta Askatasuna, berraet en E.T.A. ([ˈɛːta] ; euskareg evit Euskadi Ha Frankiz), zo anv un aozadur dizalc'hour ha marksour-leninour ledvilourel euskarat a oa e bal krouiñ ur Stad dizalc'h ha sokialour en Euskadi, distag eus Stadoù Frañs ha Spagn. Oberiant eo bet etre an 31 a viz Gouere 1959 hag an 2 a viz Mae 2018 (loezadur ofisiel embannet gant e izili).

ETA
aozadur sponterezh, aozadur armet, former entity
Deiziad krouiñ31 Gou 1959 Kemmañ
Designated as terrorist byStadoù-Unanet, Kanada, Unaniezh Europa, Spagn, Frañs Kemmañ
BrezelBasque conflict Kemmañ
StadSpagn, Frañs Kemmañ
Ideologiezh politikelBasque nationalism, revolutionary socialism, independentism, separatism, Abertzale left Kemmañ
Raklec'hiet gantEkin, ETApm (VIII) Kemmañ
Bro orinSpagn Kemmañ
SRGB color hex triplet003399 Kemmañ
Lec'h produiñEuskal Herria Kemmañ
Deiziad divodañ3 Mae 2018 Kemmañ
Operating areaEuskal Herria, Spagn, Frañs Kemmañ
Skoed-ardamez ETA
Izili an ETA o tennañ boledoù e-kerzh Devezh ar soudard euskarat e 2006

Emdroet en deus an aozadur kuzh-se eus ur strollad stourm ouzh renad Franco d'un aozadur sponterezh, hag anavezet eo evel-se gant Bro-C'hall, Spagn, Unaniezh Europa (betek 2009), Stadoù-Unanet Amerika hag all. Adalek 1968, hervez ar sifroù ofisiel ha kemenadennoù an ETA[1] eo bet lazhet gantañ 829 den[2], gloazet miliadoù, muturniet kantadoù[3] ha skrapet dekadoù a dud, hep mennegiñ an tunadurioù fontoù a-leizh graet gantañ[4].

Bietan jarrai ("Dalc'hit d'an daou anezho") eo lugan ETA. Ober a ra dave d'an div skeudenn a gaver war banniel ETA, an naer (arouez an derc'hel kuzh hag ar gwidre) korvigellet en-dro d'ur vouc'hal (arouez an nerzh).

Istor an ETA

kemmañ

E 1959 e oa bet krouet ETA dindan renad ar jeneral Franco. Buan eo emdroet eus ur strollad a zifenne doareoù bevañ hengounel ur strollad armet. E 1973 eo drouklazhet Luis Carrero Blanco, penn ar gouarnamant ha niverenn 2 ar renad "frankour", e Madrid.

D'an 22 a viz Meurzh 2006 e voe disklêriet gant an aozadur un harz-an-tan da badout. Embannet e voe gant mouezh ar strollad e oa prest ETA da harpañ "un argerzh demokratel en Euskadi a-benn sevel ur framm labour nevez m'eo anavezet hor gwirioù evel pobl ha m'eo gwarantet an tu da ziorren en un doare digor an holl emdroadurioù politikel a c'hall bezañ evit an amzer da zont."

D'an 8 a viz Ebrel 2017 e oa bet dizarmet ar strollad drezhañ e-unan.

Arc'hadurioù

kemmañ

Setu amañ daou arc'hadur pennañ an aozadur :

  1. krouidigezh ur gouarnamant sokialour dizalc'h war dachenn Euskadi etre Frañs ha Spagn ;
  2. frankiz evit prizonidi ar strollad barnet d'ar vac'h pe o c 'hortoz bezañ barnet.

Notennoù ha daveoù

kemmañ