Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An douarbolitikerezh a zo ur skiant, e-touez skiantoù an Den, savet er XXvet kantved evit studiañ an etreober a gaver etre an douaroniezh hag ar politikerezh. An istor hag ar skiantoù kevredigezhel a zegas o savboentoù koulz ha div lodenn an douaroniezh, an douaroniezh fizikel hag douaroniezh an Den. Ur preder war ar galloudoù politikel diazezet war an tiriadoù eo da gentañ holl. Eus ganedigezhioù, kreskidigezhioù ha marvioù ar riezoù hag an impalaeriezhioù e vez kaoz peurvuiañ, da lavaret eo eus petra a ro pouez dezho ha petra a c'hell lakaat anezho da goll o galloud pe da vont da get. Studiañ an eskemmoù sevenadurel hag armerzhel eo ur poent bras ivez.

Krouerien an douarbolitikerezh

kemmañ

Ijinet eo bet an termen gant an douaroniour svedat, Rudolph Kjellén, e dibenn an XIXvet kantved. E 1904 ec'h embannas ar Breizhveuriad Hallford John Mackinder un deorienn war vartezeadenn ar Galonvro (Heartland e saozneg). Ma’n em stailhfe ur riez e-kreiz ur c'hevandir a c'hellfe bevañ hep beli war ar mor ha chom trec'h war ar riezoù all. Er c'hontrol, an Amerikan, Alfred Thayer Mahan a bouezas war ar galloud war vor (sea power) hag o deus bet koulz Breizh-Veur en XIXvet kantved hag ar Stadoù-Unanet er c'hantved war-lerc'h.

Tachennoù an douarbolitikerezh

kemmañ

Pa ziskenner eus an dachenn gevandirel betek ar perzhioù douaroniel ha denel a gaver e-barzh ar riezoù hag ar broioù, e veneger alies :

Pa vez kavet hentoù nevez pe doareoù nevez evit en em dilerc'hiañ e c'hell kêrioù ha riezoù bras koll o birvidigezh. Da skouer p'o doa kavet an Europiz an hent war vor evit mont da Sufrika ha d'ar Reter pellañ eo bet diskaret ment ha pouez Tombouctou ha Samarkand e dibenn ar Grennamzer.
Dre ma oa aesoc'h mont war bigi eget war an hentoù douar e veze ur pouez bras d'ar stêrioù a oa bageüs. War riblennoù ar stêrioù hirañ e kaved meur a riez galloudus. Ar skouerioù koshañ a zo re ar riezoù an Henamzer uhel koulz e Mezopotamia (stêrioù Eufrat ha Tigr) hag e Egipt (stêr Nil).

Gounezerezh an ed a zo unan eus an oberezhioù a rastell ar muiañ arc'hant p'eo ar bara hag ar c'hrampouezh ur boued priziet-dreist. Pinvidigezh Egipt kozh, galloud Rusia pa oa Ukraina dindan he beli, galloud armerzhel ar Stadoù-Unanet tennet diouzh ar gounezerezh divent diorroet en o flaenennoù meur a zo faktoù istorel eus ar re bouezusañ en Istor. E lodennoù ar bed m'eo gounezet boued diaezez all (maiz pe riz) e weler riezoù staliet o c'halloud war kontroll kouerien rediet da broduiñ war gorreadoù bras (sevenadurioù rakkoulmel e Suamerika ha sevenadurioù Gevred Azia.
Renet eo ar gounezerezh gant an hin hag an dour. Un hin mat ha dourioù a ra ur riez pinvidik.

Un aradennad venezioù a zo a-bouez-kenañ :

  • e keñver ar surentez : herzel a ra an alouberien.
  • e keñver an armerzh (gwechall): pa' veze diouer a vont-tre e c'helle ar riezoù staliañ ur gwir-treizh. Da skouer daougantvedenn ar Galiaoù a veze paeet evit kas marc'hadourezh dre an Alpoù. Implijet e veze an arc'hant evit kempenn an hentoù roman kozh.