Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Sant Divi (anvet ivez sant Devi a-wechoù) a oa ur sant brezhon a veve er VIvet kantved, etre ar bloavezh 500 ha 589 a-hervez.

Dewi Sant (e chapel ar Jesus College en Oxford)
Banniel Sant Dewi.

Dewi Sant a vez graet anezhañ e Kembre. Paeron Kembre eo deuet da vezañ ha lidet e vez e Gouel Dewi d’ar 1 a viz Meurzh, evel Gouel broadel ar vro-se. Ar pour hag ar roz-kamm eo arouezioù ar sant.

Anavezout a reer e vuhez dre ur skrid savet e Kembre en XIvet kantved, Buchedd Dewi (Buhez Divi). Mab e vije bet Divi da Sant, ur roue eus Ceredigion, a oa e-unan mab Ceredig, ha da santez Nonn. Diskibl e voe da sant Ildud ha da sant Paol Aorelian. Abred e teuas dezhañ ar brud da vezañ ur prezegenner helavar. Dont a reas da vezañ anavezet evel Dewi Dyfyrwr pe Davidus Aquaticus (Divi Dourour) en abeg ma vroude e heulierien da evañ dour ha da gibellañ en dour yen. Sevel a reas un abati el lec’h anvet hiziv Tyddewi (Saint David’s e saozneg) e mervent Kembre.

Ar reolenn a roe d'e venec'h a c’houlenne diganto labourat gant o daouarn evit ober pinijenn. Distreiñ a reent d'ar manati diouzh ar noz evit lenn, skrivañ ha pediñ e-pad teir eurvezh. O boued ne oa nemet bara heiz ha legumach. Ha daoust d'ar reolenn bezañ kalet, e tirede an dud. Alese e skede brud ar sant war ar vro tro-dro ha pelloc’h zoken. Beajiñ a reas tramor ha sevel meur a iliz hag a vanati e kreisteiz Kembre, e Kerne-Veur hag e Breizh.

Kontañ a reer en e vuhezskrid e c’hoarvezas ur burzhud pa oa o prezegenniñ en ul lec’h anvet Brefi. Klemm a rae lod eus an dud en-dro dezhañ peogwir ne c’hellent ket gwelout na klevout anezhañ mat ; neuze e savas an douar da stummañ un dorgenn dindan treid Divi ha dont a reas ur goulm wenn da gludañ war e skoaz. Anvet eo al lec’h-se hiziv Llanddewi Brefi.

Mervel a reas e 589, goude ur vuhez hir, kant vloaz hervez ar richenn.

Lec'hioù

kemmañ
 
Chapel Sant Divi e Plouneour-Menez
 
Iliz parrez Sant-Divi

E Breizh e vez enoret e Sant-Divi, e Dirinonn, hag e meur a chapel dre ar vro (Plouneour-Menez, Skrigneg). Met mesket eo bet e anv alies gant hini ur sant all, Ivi. E Sant-Divi e veze lavaret e c’helle dour ar feunteun zo dindan e anv pareañ ar vugale ha pareañ ivez kleñvedoù an daoulagad.

Levrlennadur

kemmañ

Buez santez Nonn : mystère breton, kenembannet gant C.R.B.C. ha Minihi-Levenez, 1999.

Liammoù diavaez

kemmañ