Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Devezh ar Vro, pe devezh broadel, a reer eus un devezh zo lakaet en deiziadur evit lidañ ur vro. Meur a stumm a c’hell bezañ gant al lidoù-se. Alies e vo ur gouel broadel, un devezh gouel, eus Devezh ar Vro. Alies e tegouezh an devezh-se d’un deiz eus ar bloaz ma teuas ar vro da vezañ dizalc’h (da skouer ar 4 a viz Gouere e Stadoù-Unanet Amerika. E broioù zo e vez dibabet deiz gouel ur sant enoret er vro (da skouer gouel Sant Padrig evit Iwerzhon). Deiziadoù pouezus en istor a c’hell bezañ lakaet da Zevezh ar Vro ivez (da skouer an 11 a viz Gwengolo evit Katalonia). En darn vrasañ eus ar broioù ne vez nemet un Devezh ar Vro bep bloaz, met e broioù zo, evel Pakistan, e c’hell bezañ meur a hini. Meur a anv a c’hell bezañ gant ar devezhioù gouel broadel : Devezh an Dizalc’hidigezh, Devezh ar Frankiz, Devezh an Unaniezh, Devezh ar Republik.

Er broioù dizalc’h e vez anavezet an devezh-se gant al lezenn ha peurvuiañ e vez un devezh gouel. Er broioù n’int ket dizalc’h e c’hell bezañ anavezet ent-ofisiel (da skouer e Katalonia e oa bet anavezet da zevezh gouel gant ar Parlamant e 1980). E broioù all, dre ma n’eo ket anavezet an devezh ent-ofisiel, e c’hell bezañ dizemglev war an deiziad. E Breizh da skouer e lavar kalz tud e vez Devezh ar Vro d’an 19 a viz Mae, gouel Sant Erwan, met d’ur mare zo bet e veze roet an anv Devezh ar Vro, e Breizh, d’un devezh eus miz Mezheven ma veze lidet koun Emgann Ballon (trec’h Nevenoe war ar Franked). Ar pouez a roer da Zevezh ar Vro a c’hell bezañ bras pe vrasoc’h hervez ar vro hag an devezh a c’hell kaout meur a stumm. E Frañs da skouer e vez moustroù bras gant soudarded o tibunañ war ar Champs-Élysées e Pariz ha tanioù-arvest a vez aozet e kalz kêrioù. En Iwerzhon e vez tud laouen o tibunañ e straedoù pep kêr hag e vez forzhig tud o lonkañ banneoù en ostalerioù. Gouel Erwan, e Breizh, a vez lidet gant abadennoù sonerezh dreist-holl.

E kalz broioù e tegouezh Devezh ar Vro d’un deiziad resis, met en un nebeud broioù e c’hell bezañ ur gouel mont-dont. E Jamaika, da skouer, e vez lidet Devezh ar Vro d’al lun kentañ eus miz Eost. Lidañ a reer evel-se dizalc’hidigezh Jamaika, a voe roet dezhi gant gouarnamant ar Rouantelezh Unanet d’al Lun 6 a viz Eost 1962, al lunvezh kentañ eus miz Eost er bloavezh-se. E Tailand, a-hend-all, e vez lidet deiz-ha-bloaz ar roue d’ar 5 a viz Kerzu. D’an deiz-se e vez Devezh ar Vro bremañ met cheñch a raio pa vo ur roue all war an tron.

Un nebeud devezhioù broadel

kemmañ