Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Un deizlevr zo un teul (alies un dornskrid) ma taneveller a-hed an amzer ar pezh a zo c'hoarvezet e-pad ur prantad hir pe hiroc'h. Aparchant eo an deizlevr d'al lizheradur ha d'al lennegezh lodenn eus homañ. Ur isdoare lennegezh da doare lennegezh an emvuhezskrid eo an deizlevr o tibunañ en ur skrid ar fedoù gwelet pe veizet gant an oberour, ma n'eo ket gant ur pal kalvezel. Heñvelster eo emgazetennevit an deizlevr personel. Savet gant ar bluenn e vez peurvuiañ.

Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.

Skouer koshañ an deizlevrioù a zo bet kavet en Egipt kozh, pa voe bet dibunet penaos e voe dezouget mein war an Nil e "deizlevr Merer". Deizlevrioù ar seurt-se a zo bet kavet ee Reter-Nesañ hag er Reter-Pellañ en Henamzer. Nes d'un deizlevr eo ar skrid savet gant an împalaer roman, Marcus Aurelius er Iañ kantved (titl orin Τὰ εἰς ἑαυτόν, D'am-me ma unan). Seurt deizlevrioù o teskrivañ ar vuhez e lezioù japanat hag aziat a zo nez d'an doare an deizlevrioù a anavezer bremañ ivez.
Er broioù arabek ar Grennamzer e kaver deizlevrioù gant deiziadoù, heñvel d'ar re vodernañ.

Modoù deizlevr

kemmañ

Deizlevr (embregoù)

kemmañ

Stumm koshañ an deizlevrioù eo e kaver skouerioù anezho er Grennamzer. Marc'hadourien hag artizaned a skrive o savadoù hag o zispignoù asamblez gant notennoù war o vuhezioù kenwerzhel, tiegezhel hag personel. Implijet e vez an deizlevrer evit ar gontouriezh evit dastum pep ebarzh, da lavaret eo pep sifrenn a denn d'un devezh[1].

Deizlevr beaj

kemmañ

An danevell diwar fedoù ha degouezhioù ur veaj dibunet dre devezhioù eo ha n'eo ket da veskañ gant an danevell beaj a denn d'un doare lennegezh e-unan.

Levr bourzh

kemmañ

An deizlevr arbennik eo levr bourzh ar c'harbedoù. Kroget o deus ar verdeerien war vor d'o sevel evit pep ergerzhadenn kantvedoù zo. Tu zo da grediñ e teu ar pez a ouzer war ergerzhadennoù ar merdeer graesian Pitheas a voe tennet eus levrioù bourzh en doe savet. Dre al lezennoù e vez rediet kabitened lestr ha levierien aerlestr sevel an deizlevr.

Deizlevr brezel

kemmañ

Savet e vez deizlevrioù brezel abaoe pell ha meur a levrioù brezel a voe bet savet diwar deizlevrioù skrivet gant an daneveller, da skouer Anabasis Ksenofon ha De Bello Gallico (Brezel Galia) Kaezar.

Deizlevr personel

kemmañ

Un doare lennegezh eo a gaver ur skouer er XVIIvd kantved, pa voe skrivet, bloavezioù-pad, deizlevr Samuel Pepys, ur c'hargad a uhel rank a vevas e Londrez. Gant ur seurt berrskrivrerezh eo bet savet.

Deizlevrioù brezhonek

kemmañ
  • Marsel ar Barzh, An erc'h du, Lannuon, An Alarc'h, 2004.(ISBN 2-9520238-3-2). Deizlevr brezel (1914-1918)
  • Youenn Olier, Deizlevr ar bloavezh X (1 levrenn evit pep bloaz eus 1945 da 1967), Imbourc'h
  • Kristol Goulm, Levr bourzh ar veaj kentañ, troet diwar ar spagnoleg gant Filip Oillo, Brest, Al Liamm, 1994. Levr bourzh
  • Loeiz Herrieu, Kammdro an Ankoù, Brest, Al Liamm, 1994.(ISBN 2-7368-0043-5). Deizlevr brezel (1914-1918). Peurunvan.
  • Loeiz Herrieu, Kamdro en Ankeu, 1974, Deizlevr brezel (1914-1918). Embann kentañ a-drugarez d'e vab, Meriadeg Herrieu, savet diwar eiladennoù ar gelaouenn Dihunamb. Doare-skrivañ Bro-Wened.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Geriadur bras Frañsez Vallée : Deizlevr > Journal de commerce. Cf. Devri.bzh.