Brahmapoutra
Ar Brahmapoutra, anvet "Yarlung Tsangpo" e Tibet, a zo unan eus pennañ stêrioù Azia. Eieniñ a ra en Himalaya e Tibet. Redek a ra dre Tibet, India ha Bangladesh. 2 900 km hed a zo dezhi. Dourliñvadurioù bras a vez en nevezamzer pa deuz an erc'h.
Kejañ a ra gant ar Ganga hag en em deuler er mor e Bae Bengal en ur pezh mell delta.
Ur stêr sakr eo evit an hindoued.
An anv
kemmañब्रम्हपुत्र Bramhaputra a reer eus ar stêr en hindieg, da lavaret eo "Mab Brahma". ব্ৰহ্মপুত্ৰ Brôhmôputrô eo hec'h anv en asameg, ব্রহ্মপুত্র নদ Brohmoputro e banglaeg, ཡར་ཀླུངས་གཙང་པོ་ Yarlung Tsangpo e tibeteg.