Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Ur pennad Antoninus zo ivez.

Titus Aurelius Fulvus Boionius Arrius Antoninus, lesanvet Antoninus Pius (86-161) a oa un impalaer roman hag a renas eus 138 betek e varv e 161.

Antoninus Pius

E vuhez

kemmañ

Ganet e oa e Lanuvium, d'an 19 a viz Du 86. Familh e dad Titus Aurelius Fulvus, konsul e 89 (aet da Anaon pa ne oa Antoninus nemet bugel yaouank), hag e dad-kozh Titus Aurelius Fulvus, koñsul suffect. war dro 70, koñsul e 85, a oa eus kêr Nemausus (Nimes hiziv). Arria Fadilla e oa e vamm. Prenet e voe douaroù en Italia gant e familh

Dimezet e oa da Annia Galeria Faustina Senior, pe Faustina Maior, merc'h da Rupilia Faustina, a oa c'hoar-gaer d'an impalaer Hadrian.

An impalaer Julian en deus lavaret diwar-benn Antoninus e oa un heskenner greun kumin (cuminum), da lavarout e oa un den pizh. Mervel a eure paket gant riv e Lorium, 18 km eus Roma, d'ar 7 a viz Meurzh 161, oajet a 71 vloaz.

Familh Aurelii Fulvi 

Labourioù

kemmañ

Antonin en eus laket war ar stern Itinerarium provinciarum (bet embannet gant G. Torin, 1512; Wesseling, Amsterdam, 1735; Parthey, Berlin, 1848)

E Galia

kemmañ

Antonin a reas adsevel Narbona, bet distrujet gant tan. Kresket hag adaozet ivez hentoù bro Narbona

E Breizh (-Veur)

kemmañ
 
Moger Antoninus a oa en hanternoz da voger Hadrian e Britannia

E 142 e lakaas sevel moger Antoninus en Enez Vreizh, etre ar Firth of Forth hag ar stêr Clyde, en hanternoz da voger Hadrian eta, savet ugent vloaz a-raok, e 122.

Levrioù

kemmañ
  • M.N BOUILLET : Dictionnaire Universel d'Histoire et de Géographie. Librairie L. Hachette et Cie. Paris. 1863.
  • François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994