Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Addis Abeba ( አዲስ አበባ, Āddīs Ābebā en amhareg, distaget [adːiːs aβəβa], da lavaret eo "bleunienn nevez") eo kêr-benn Etiopia. Finfinnee eo hec'h anv en oromoeg. Sez Unaniezh Afrika eo ha kêr vrasañ Etiopia ivez. Unan eus rannvroioù-stad republik kevreadel Etiopia eo Addis Abeba. E-kreiz ar vro emañ, war un uhelgompezenn etre 2300 ha 2600 metr uhelder, ar pezh a ra eus Addis Abeba ar gêr-benn uhelañ eus Afrika hag an 3e er bed a-bezh.


Gant 3 384 569 a annezidi e 2008 ez eo Addis Abeba ar gêr vrasañ en ur vro hep diraez d'ar mor. E-touez ar pobloù a zo o chom enni e kaver tud eus holl bobloù Etiopia, ha ganto 80 yezh disheñvel.

Gevellerezh

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ



Commons 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.