Têtes à claques
Têtes à claques zo ul Lec'hienn Web leun a fent bet krouet d'ar 16 a viz Eost 2006. Dindan ur miz ez eus bet sellet ouzh ar c'hlipoù gant un 8 milion bennak a dud dija ; brudet-kenañ eo al lec'hienn internet e Bro-Gebek, war-lerc'h lec'hienn Radio-Canada, Cyberpresse ha hini gouarnamant Kebek.
Tudennoù bev
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet eo bet an tudennoù gant Michel Baudet. Souezhet eo bet gant ar fed ma'z eo brudet-kenañ e lec'hienn, ne c'hortoze ket e sellfe kement a dud outi. Krouiñ a ra e glipoù gant daou zen all, Hugo Caron rener war an arzoù ha Simon Parizeau evit ar video. Boulomoùigoù iskis a vez gwelet war ar c'hlipoù, ar pezh a ro muioc'h a fent c'hoazh. Krouet eo bet al lec'hienn-mañ evit an dud a blij dezho c'hoarzhin. Michel Baudet a grou e-unan an tudennoù hag a laka daoulagad hag ur beg outo gant sikour un urzhiataer.
A bep seurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]« Têtes à claques zo un dra a zo deuet dre zegouezh. Merzet em eus buan ez a 90% eus an amzer, evit an dud oc'h ober Stop Motion Animation, o lakaat da fiñval ar beg hag an daoulagad. Neuze ez on kroget gant testoù ha, dre ma z'on lezireg, em eus filmet va dremm ha lakaet va beg ha va daoulagad hepken war an tudennoù e toaz-merat. »
– Michel Beaudet
- Er penn-kentañ en doa c'hoant Michel Baudet d'ober filmoù evit ar vugale, da zeskiñ traoù dezho.
- Michel Baudet, Hugo Caron ha Simon Parizeau zo bet pedet en abadenn Tout le monde en parle e Kebek. E miz Kerzu 2006 e oa bet 3,2 milion a dud o sellet ouzh al lec'hienn dija.
- E miz C'hwevrer 2007, an embregerezh pellgomz Bell a lakaas bruderezh war al lec'hienn evit kaout ar c'hlipoù war ar pellgomzerioù hezoug.
- E miz Mae 2007, Têtes à claques a lakaas ar c'hlipoù Willy Waller 2006, LCD Shovel 2007 ha Body Toner Platium Edition war eBay. An arc'hant az afe d'ur gevredigezh, La Fondation de l'hôpital Sainte-Justine.
- D'ar 27 a viz Mae 2007, Michel Baudet, Uncle Tom ha Natacha a ginnigas ur wezenn-olivez da "Gla", an olivez kinniget gant Martin Petit.
- D'an 30 a viz Mae 2007 o deus krouet un evaj a c'heller kavout e Couche-Tard, ur chadenn stalioù-boued a Gebek.
- E miz Even 2007 e voe lakaet T-shirtoù e gwerzh, warno skeudennoù an Têtes à claques.
Roll klipoù Têtes à claques
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
|
|
An tudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Virginie et Georges, an daou ran er c'hlip en deus roet e anv d'al lec'hienn.
- M. Mailloux, o kemer perzh er SuperBol, pratik an dermajiez, hag unan eus an daou zen a zeu d'an ospital (La visite).
- Raoul, un den a vez o c'hervel an holl hep ma ne zeufe den davetañ.
- Johnny Boy, ur mignon da Raoul.
- M. Raoul Jalbert, M. Beaudoin, Pooky et Juge Gaboury, ar c'hlemmicher, an tamallad, e chihuahua hag ar barner e Le juge.
- René-Charles ha Mike Downston, ar VJ ha kaner ar strollad Pink Vomit.
- Natacha Boisvert ha Rémi, div dudenn Ar sekretour. Emañ Natacha er c'hlipoù Uncle Tom ha Move Your Body ivez.
- Monique ha Lucien (Boudreault), ur c'houblad a vez kavet e Cauchemar, e Camping, e Cadeaux de Noël, e Cannibale, e Docteur hag e Paris. Gwelet a reer Lucien e-unan ivez er match hockey Montréal-Boston hag e L'anniversaire.
- Mathieu, ur skier en ospital e La visite, ha da heul e wallzarvoud e Le ski.
- Cécile, ur gamaladez kozh er memes klip hag e Johnny Boy.
- Manon, un embregerez.
- Colin le lapin, er c'hlip Le lapin.
- An daou ti-papoutes hag an tad bet ganet e fin ar sizhun.
- Uncle Tom, o kinnig Willi Waller 2006, an LCD shovel 2007 hag ar Body Toner Platinum Edition koulz hag an Doodely Polisher (e gala ar gwez-olivez).
- Le constable Whittaker lesanvet Le gros hag e gamalad Jimmy, an daou archer e La police ha La prise d'otage.
- Benoît, ar gouel gant an treid flerius e L'anniversaire.
- Yves, lesanvet le King de Val-d'Or, a weler er c'hlipoù Move your body hag a-raok er c'hlip So sexy (bet tennet).
- Colette Couture, a gemer perzh er SuperBol 2.
- Réal, unan eus an daou istrogell e Les originaux.
- Capitaine Kung Fu, ur c'harateka ar c'hlip heñvelanvet.
- Gina Lolypalooza, kanerez pedet er c'hlip Le VJ 2.
- M. Tremblay anvet le p'tit roux de Chicoutimi, er c'harr-nij gant un doare iskis da vezañ vol DC 132 e rannoù 2 ha 3 Le pilote.
- Bernie hag an dogez-saoz er c'hlip Le chien.
- L'autre chien (dianav) er memes klip.
- Le chat de la dame.
- Le docteur Nguyen er c'hlip Le docteur.
- Tony, an den drouk e La prise d'otage
- Le boxeur, parodienn eus Rocky Balboa, hag e skoazeller.
- La lapine e Le lapin.
- Le politicien er c'hlip heñvelanvet.
- La femme enceinte e La prise en otage.
- Le pilote e Vol DC 132 gant e kenbleiner.
- Les deuxièmes copains, mignoned Mathieu e La visite.
- Les agents des services secrets canadiens e rann 3 Le pilote.
- Le conjoint de Manon e La présentation.
- Le réalisateur e bruderezhioù Uncle Tom.
- Le p'tit Bozo hag e vreur bihan Un coup parti e Halloween, le père Noël]], Capitaine Kung Fu ha Les scouts.
- Le voisin cheap e Halloween, Le père Noël ha Les scouts.
- Le petit garçon et sa mère e Disneyland e La photo Disney.
- La voyante er c'hlip heñvelanvet hag e le Willy Waller 2006.
- Kounta-Kinté an debrer tud, gant ur sklav du.
- Turcotte, ur c'hoarier hockey harzet.
- Le commandant Roger McCoy.
- Les démons evit Bonne année 2007.
- Les martiens er c'hlip heñvelanvet.
- Le partisan de Boston gant hini ar Ganadianed e Le gars de Boston.
- Le sergent hag ar soudard eus an arme ganadian en Afghanistan, e Le taliban haL'embuscade.
- M. Morel ha l'animateur e Recordman.
- Le serveur français e Paris.
- Simon, ar paotr-nevez e Le mariage.
- Julie, ar plac'h-nevez e Le mariage.
- Le curé e Le mariage.
- Huguette, ar sonerez ograoù e Le mariage.
- Roland ha la femme enceinte, kerent Julie e La réception.
- Le club de balle molle ha Nathalie, ar paour-kaezh plac'h er c'hlip La réception.
Al lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Boston : evit Le gars de Boston.
- Boucherville : evit Le VJ 2.
- Chicoutimi : evit rannoù 2 ha 3 Le pilote.
- Delaware : evit Le VJ.
- Fort Lauderdale : evit rannoù 2 ha 3 Le pilote.
- Kuba : evit La prise d'otage.
- Kuujjuaq : evit rannoù 2 ha 3 Le pilote ha Le LCD shovel 2007.
- Laval : evit On sort (rann 3) ha Paris.
- Matane : evit SuperBol 2.
- Mont-Tremblant : evit Le ski.
- Montreal : evit Move your body ha Paris.
- Panama : evit Le VJ 2.
- Pariz : evit Paris.
- Philadelphia : evit SuperBol 2.
- Rimouski : evitSuperBol 2.
- Saint-Tite: evit "La réception".
- Sainte-Thérèse : evit La Pénalité.
- Val d'Or : evit Move your body.
- Disney World : evit La photo Disney.
Traoùigoù fentus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Abaoe m'eo tremenet ar c'hlip Willi Waller 2006 (bruderezh evit un diblusker), ez eo kresket an niver a zibluskerioù prenet er stalioù. Ouzhpenn da se e oa deuet ar c'hlip-mañ er-maez a-raok Nedeleg 2006, setu ez eus bet profet dibluskerioù a-leizh.
- Erann 3 Le pilote e klever komz eus unan anvet "Mr Tremblay", ar pezh a vefe un dave da vaer gwirion Chicoutimi, anvet Tremblay ivez.
- Er c'hlip Halloween e eus goulennet pop-tart gant ar vugale. Kresket eo bet an niver a bob-tart gwerzhet.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel
- La section mobile du site evit gouzout anv ar c'hlip a zeu.
- Skridoù ar c'hlipoù Têtes à claques