Presses universitaires de Rennes
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar Presses Universitaires de Rennes (PUR) zo un ti-embann stag ouzh skol-veur Roazhon 2. Ar brasañ ti-embann skol-veur eo er Stad C’hall. Krouet e voe e 1984 ha lec’hiet eo e Roazhon war gampus La Harpe e skol-veur Roazhon 2. Drezañ ec’h embann 11 skol-veur dre hanterouriezh ur rouedad dindan ur statud foran, levrioù ha kelaouennoù war skiantoù an den hag ar skiantoù sokial.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e voe an ti-embann e 1984 da heul ti-embann diabarzh skol-veur Roazhon 2, "Gwaskelloù Breizh-Uhel" (Presses de Haute-Bretagne) e anv. Ul lañs efedus a voe roet dezhañ gant Pierre Corbel, dilezet gantañ e bost kelenner skol-veur war ar sokiologiezh.
Aozadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur servij obererezhioù greantel ha kenwerzhel[1] eo framm an ti-embann, evit Rouedad skolioù-meur ar C’hornôg atlantel ma 'z eus bodet 12 skol-veur[2].
Embann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2023 : 208 levr a voe embannet gant PUR.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Suzanne Bruneau, Les Presses universitaires de Rennes. Objectif : diversification, '7 jours, 11 Eost 2023. Kavet : 3 a viz Du 2024..
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec’hienn ofisiel
- Emginnig ar PUR war OpenEdition. Kavet : 3 a viz Du 2024.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Service d’activités industrielles et commerciales.
- ↑ E Breizh : Kreisteiz Breizh, Brest, Naoned, Roazhon 1 ha Roazhon 2 ; e Bro-C'hall : Angers, La Rochelle, Le Mans, Orléans, Paris-Est ha Poitiers ; e Suis : Lausanne.