Svetlana Aleksievitch
Svetlana Aleksievitch | |
---|---|
Svetlana Aleksievitch e Köln e 2013 | |
Ganedigezh | 31 a viz Mae 1948 Stanyslaviv Republik Soviedel Ukraina |
Broadelezh | Belarusat |
Micher | Kazetennerez Skrivagnerez |
Priz pennañ | |
2015 2013 1984 |
Priz Nobel al Lennegezh |
Svetlana Aleksandrovna Aleksievitch (belaruseg : Святлана Аляксандраўна Алексіевіч), bet ganet d'an 31 a viz Mae 1948 e Stanyslaviv (Republik Soviedel Ukraina), zo ur gazetennerez hag ur skrivagnerez rusianek velarusat.
A-hed he buhez eo savet eneo an diktatouriezh ; skoazellet eo bet en he stourm gant ar gevredigezh skrivagnerien PEN International hag Open Society Foundations George Soros.
E 2015 ez eas Priz Nobel al Lennegezh ganti « en enor d'he skridoù liesvouezhiek, ur volz d'ar boan ha d'ar galonegezh en hon amzer. »[1].
Resped
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo bet e kêr Stanyslaviv, e kornôg Republik Soviedel Ukraina), d'ur Belarusad ha d'un Ukrainadez. E Belarus avat e voe desavet gante ; rener-skol e oa an tad, skolaerez ha levraouegerez e oa ar vamm.[2]
Echu ganti ar skol ez eas da gelaouerez evit meur a gazetenn kent tapout he diplom a gazetennerez digant Skol-veur Stad Belarus e Minsk e 1972. Adalek 1976 e voe doraetaerez ar gelaouenn lennegel Neman e Minsk.
A-feur ma'z ae war-raok en he resped e troas da arbennigourez war an danevellañ testenioù komzet diwar-benn darvoudoù mantrus a c'hoarvezas en Istor URSS : an Eil Brezel-bed, Brezel Afghanistan (1979-1989), gwallreuz kreizenn nukleel Tchornobyl e 1986 ha diskar an Unaniezh Soviedel e 1991.
Dre ma veze heskinet en he bro gant renad Loukachenka (*1954, prezidant Belarus abaoe 1994), a dammalle dezhi bout ur wazourez eus ar CIA, a selaoue he fellgomzadennoù hag a verze outi en em ziskouez d'an holl e kuitaas Belarus a-drugarez d'an International Cities of Refuge Network hag a roas repu dezhi e Pariz[3]. Eno e vevas kent Gothenburg ha Berlin ; e 2011 e tistroas da Vinsk.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar testenioù kenstrollet gant aked eo savet oberoù Svetlana Aleksievitch, a venn kontañ istor fromel tud URSS hag ez-URSS. Ar skrivagnerez he-unan a lavar bout bet levezonet gant labour ar Bielorusat Ales Adamovitch (1927-1994) hag a enrolle testenioù dreistbevidi ar c'hêriadennoù a oa bet devet gant an Nazied. Heñvel he deus graet Svetlana Aleksievitch neuze, p'he deus dastumet mouezhioù maouezed e-pad seizh bloavezh.[2]
Kement-se e voe danvez he levr kentañ, У войны не женское лицо "Ar brezel n'en deus ket dremm ur vaouez", bet embannet e Minsk e 1985 : savet eo diwar unangomzoù maouezed diwar-benn an Eil Brezel-bed ; biskoazh ne oa bet klevet ar pezh a gontont.
E 1985 ivez e teuas er-maez e Moskov Последние свидетели: сто недетских колыбельных "An testoù diwezhañ : kant luskellerez nann-bugelek" ma tanevell eñvorennoù brezel kontet gant bugale.
E 1991 e voe embannet Цинковые мальчики "Paotred zink" e Moskov, a-zivout Brezel Afghanistan.
E 1994 e voe Зачарованные смертью "Strobinellet gant ar marv", diwar-benn an emlazhioù diniver a voe a-c'houde diskar URSS.
E 1997, e Moskov bepred, e teuas Чернобыльская молитва "Pedenn Tchornobyl" er-maez.
Время секонд хэнд "Amzer eil dorn" a zeuas er gouloù e 2013 ; danevellañ a ra soñjoù an dud en amer goudesoviedel.
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Медаль имени Святой Евфросиньи Полоцкой / Medalenn santez Eufrasina Polotsk, Belarus, 1984
- Орден «Знак Почёта» / Urzh an Ardamez a Enor, URSS, 1984
- Литературная премия имени Николая Островского Союз писателей СССР / Priz Lennegel Nikolay Ostrovskiy Unaniezh Skrivagnerien URSS, 1984
- Премия журнала «Октябрь» / Priz ar gelaouenn lennegel « Oktyabr », URSS, 1984
- Литературная премия имени Константина Федина Союза писателей СССР / Priz Lennegel Konstantin Fedina Unaniezh Skrivagnerien URSS, 1985
- Премия Ленинского комсомола / Priz Leninski komsomol, URSS, 1986
- Премия «Литературной газеты» / Priz ar « Gazetenn Lennegel », URSS, 1987
- PEN Tucholsky-Preis Award / Priz Tucholsky-Preis PEN, Sveden, 1996
- Премия имени Андрея Синявского редакции «Новой газеты» / Priz Andrei Siniavskyi ar gazetenn « Novaya Gazeta », Rusia, 1997
- Премия журнала «Дружба народов» / Priz ar gazetenn "Mignoniezh ar Pobloù", Rusia, 1997
- премия «Триумф» / Priz « An Trec'hlid », Rusia, 1997
- Leipziger Buchpreis zur Europäischen Verständigung / Priz Lennegel Leipzig evit ar C'henemglev Europat, Alamagn, 1998
- Herder-Preis / Priz Herder, Alamagn, Aostria, 1999
- Erich-Maria-Remarque-Friedenspreis / Priz ar Peoc'h Erich Maria Remarque, 2001
- National Book Critics Circle Award / Priz Broadel ar Skridvarnourien, SUA, 2006
- Oxfam Novib/PEN Award / Priz Oxfam Novib/PEN, Izelvroioù, 2007
- Nagroda im. Ryszarda Kapuścińskiego za Reportaż Literacki / Priz Ryszard Kapuściński ar Gelaouadenn Lennegel, Polonia, 2011 ha 2015
- Friedenspreis des Deutschen Buchhandels / Priz ar Peoc'h al Levrdiourien Alaman, Alamagn, 2007
- Priz Médicis Essai, Bro-C'hall, 2013
- Priz Nobel al Lennegezh, Sveden, 2015
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Siwazh, n'eo ket bet troet Svetlana Aleksievitch c'hoazh.
Setu amañ neuze he levrlennadur gallek, en urzh o embannadur orin.
- La guerre n'a pas un visage de femme, J'ai Lu, 2016 (ISBN 978-2-2901-3598-3)
- Derniers témoins, 10/18, 2016 (ISBN 978-2-2640-6883-5)
- Les cercueils de zinc, Christian Bourgois Editeur, 2006 (ISBN 978-2-2670-1846-2)
- Ensorcelés par la mort, Plon, 1995 (ISBN 978-2-2590-2791-5)
- La supplication : Tchernobyl, chronique du monde après l'apocalypse, J'ai Lu, 2016 (ISBN 978-2-2901-3599-0)
- La fin de l'homme rouge ou le temps du désenchantement , Babel, 2016 (ISBN 978-2-3300-6684-0)
Ar c'hendiviz etre ar skrivagnerez ha Michel Eltchaninoff a gavor e :
- Svetlana Alexievitch, Œuvres, Thesaurus/ACTES SUD, 2015 (ISBN 978-2-3300-5629-2)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Atersadenn (2016)