Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Nantua

Eus Wikipedia
Nantua
Nantua war ribl al lenn.
Nantua war ribl al lenn.
Ardamezioù
Anv arpitanek Nantuat
Anv gallek (ofisiel) Nantua
Bro Arpitania Arpitania
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Auvergne-Rhône-Alpes
Departamant Ain (isprefeti)
Arondisamant Nantua (pennlec'h)
Kanton Nantua (pennlec'h)
Kod kumun 01269
Kod post 01130 ha 01460 (La Cluse)
Maer
Amzer gefridi
Jean-Pierre Carminati
2014-2020
Etrekumuniezh Communauté de communes du Haut Bugey
Lec'hienn web www.nantua-ville.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 453 ann. (2020)[1]
Stankter 270 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
46°9′7″N 5°36′28″E
Uhelderioù bihanañ 427 m — brasañ 1125 m
Gorread 12,79 km²

Nantua zo ur gumun eus an departamant Ain e reter Bro-C'hall. Unan eus isprefetioù an departamant eo. Gwechall e oa e proviñs Bugey.

Tost da 4 000 den zo oc’h ober o annez e Nantua. Emañ war ribl ul lenn anvet Lenn Nantua, hag e-harz ur vri gleiz uhel. E-pad pell eo bet un ehan darempredet war an hent a gas eus Geneva da Lyon.

Savet e voe kêr en-dro d’ur manati savet e 671 gant Beneadiz.

Un orin keltiek zo d’an anv Nantua : savet eo diwar an elfenn "nantu" (kar d'ar gerioù nant e kembraeg hag ant e brezhoneg), a dalveze kement ha « stêr », « traoñienn »[2]. Kar eo an anv da hini an Nantuaded, ur bobl gelt eus Suis, ha da gêr Nancy e Loren, hiriv e Bro-C'hall.

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Xavier Delamarre, Dictionnaire de la langue gauloise, Éditions Errance, 2003, pp. 231-232